Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/413

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
404
I. TIMOTEUS, VI.

d’an enebour leac’h e-bed da zroug-komz. (15) Rag hinienou a zo dija troet da heuil Satan. (16) Mar hen deuz eur goaz pe eur vaouez fidel-benag intanvezed, sicourint anezhe, ha na lezit ket an Iliz da veza bec’hiet ganthe, evit ma hello sicour ar re a zo gwir intanvezed.

(17) Ra vezo ar re Ancien hag a c’houarn mad, istimet dign euz a eun henor doubl ; dreist-holl ar re a labour evit prezeg hag evit kelen. (18) Rag ar Scritur a lavar : Ne vinelli ket an eujen a zo o torna an ed ; hag al labourer a zo dign euz he bae. (19) Na zigemer tamal e-bed a-enep unan euz ar re Ancien, nemed beza e vefe daou pe dri dest. (20) Repren, dirag an holl, ar re a bec’h, evit m’ho devezo ar re all aoun ive.

(21) Da gonjuri a ran dirag Doue, dirag an Aotrou Jesus-Christ, hag an elez choazet, da viret an traou-man heb beza douget evit den, ha da ziwall ne rafez netra dre breferans. (22) Ne asten da zaouarn var den re vuhan, ha na gemer ket lod en pec’hejou ar re all, en em vir pur da-unan. (23) Na gendalc’h ket da eva dour hep-ken ; mes kemer eun neubeud gwin, abalamour da c’hestomac ha d’an diezamanchou a gwez varnoud alies.

(24) Pec’hejou darn euz an dud a zo sclear da velet, memeus araog ma vent barnet ; mes beza ez euz pec’hejou all ha na veler nemed goude. (25) Er memeus doare ive oberou mad darn a zo sclear da velet ; ha ma n’int ket sclear dioc’h-tu, ne hellont ket choum kuzet.


CHABISTR VI.


RA zeuio ar mevelien a zo dindan ar yeo a esclavach, da gonsideri ho mistri evel dign a bep respet, evit na vezo ket gwall-gomzet divar-ben hano Doue hag he zoctrin ; (2) hag ar re ho deuz tud a feiz evit mistri, diwallint d’ho disprijout, var digarez ma’z int breudeur ; mes ra zeuint d’ho zervicha gwelloc’h a ze, abalamour ma’z int tud a feiz, tud karet-mad, hag a laka ho foan da ober vad dezhe. Desk an traou-man dezhe, hag exhort anezhe d’ho miret.

(3) Mar deu eun den-benag da gelen en eun doare all, ha mar n’en em ro ket da gomzou a zilvidigez hon Aotrou Jesus-Christ, ha d’an doctrin a zo hervez ar biete, (4) hennes a zo c’houezet gant an ourgouil, ha ne oar netra ; mes klanv eo gant klenved ar procezou hag an disput var ar c’homzou, hag ac’hane e teu an anvi, ar