Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/414

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
405
I. TIMOTEUS, VI.

c’hannou, an droug-prezegerez, ar sonjezonou fall divarben ar re all, (5) hag an disputou inutil etre tud hag a zo corrompet ho spered, privet euz ar wirionez, ha pere a laka ar biete da veza eur zourcen a c’hounidegez. En em disparti euz ar seurt tud-se.

(6) Hogen, ar biete gant eur spered contant a zo eur c’hounidegez vraz. (7) Rag n’hon euz digasset netra er bed, hag a-dra-sur na hellomp kas ganeomp netra er meaz anezhan. (8) Dre-ze, gant m’hon devezo boued ha peadra d’en em viska, n’hon euz ezom euz a netra en tu-all. (9) Mes ar re a fell dezhe beza pinvidic, a gwez en tentation hag en eur pech, hag en meur a c’hoant sod ha noazus, pere a veuz an dud er vizer, hag o c’has da goll. (10) Rag ar garantez evit an arc’hant eo ar c’hrizien euz a bep droug ; ha darn o veza possedet gant ar garantez-ze, ho deuz troet kein d’ar feiz, hag a zo en em daolet ho-unan er poaniou brassa.

(11) Mes te, O den Doue ! tec’h diouz an traou-ze, ha klask ar justis, ar biete, ar feiz, ar garantez, ar batianted an dousder. (12) Combat ar gombat vad euz ar feiz, tap crog er vuez eternel, da behini ez oud bet ive galvet, hag en abek da behini ec’h euz great eur brofession vad dirag kalz a destou. (13) Me a ali stard ac’hanoud dirag Doue, pehini a ro buez d’an holl draou, ha dirag Jesus-Christ, pehini dirag Pons-Pilat a reaz eur govezion gaer, da viret ar gourc’hemen, (14) hep tarch e-bed ha didamal, beteg donedigez hon Aotrou Jesus-Christ ; (15) pehini a vezo diskouezet en he amzer gant an hini a zo eürus, ha n’euz hini Souveren e-bed nemerthan, gant Roue ar rouane, Aotrou an aotronez, (16) pehini hep-ken na hell ket mervel, hag a choum en eur sclerijen ha na heller ket tostaad outhi, ha n’eo ket bet gwelet, ha na hell beza gwelet gant den ; dezhan an henor hag ar galloud da viken ! Amen.

(17) Kemen d’ar re a zo pinvidic er bed-man, na vezint ket ourgouillus, na lakaint ket ho fizians er pinvidigezou a heller da goll, mes en Doue beo, pehini a ro deomp en abondans pep tra da jouissa anezhe ; (18) ma raint vad, ma vezint pinvidic en oberou mad, prest da rei, da zioueret lod euz ho danvez ; (19) o tastum evel-se evit an amzer da zond eun tenzor savet var eur fondamant vad, evit gallout kaoud ar vuez eternel.

(20) O Timoteus ! mir ar pez a