Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/412

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
403
I. TIMOTEUS, V.

da exhorti, da gelen. (14) Na lez ket didalvoud an donezon a zo enoud, pehini a zo bet roet d’id dre ar brofesi, pa ho deuz conseil ar re Ancien astennet ho daouarn varnoud. (15) Sonj mad en traou-ze, dalc’h da spered bepred sourciet ganthe, evit ma vezo anat en pep tra penaos e creskez. (16) Laka evez ouzid da-unan hag ouz an doctrin ; kendalc’h en traou-ze, rag en eur ober kement-se, en em zavetei da-unan, hag ar re a zelaou ac’hanoud.


CHABISTR V.


NA repren ket rust eun den koz ; mes exhort anezhan evel eun tad ; an dud yaouank evel breudeur ; (2) ar gragez koz evel mammou ; ar re yaouank evel c’hoarezed, gant pep purete.

(3) Rent henor d’an intanvezed pere a zo gwir intanvezed. (4) Mes mar he deuz eun intanvez-benag bugale, pe bugale d’he bugale, ra zeskint da genta henori ho famill ho-unan, ha renta d’ho zadou ha d’ho mammou ar pez ho deuz bet diganthe ; rag kement-se a zo mad hag agreabl da Zoue. (5) Hogen, an hini a zo gwir intanvez hag a zo choumet he-unan, a esper en Doue hag a gendalc’h er beden hag en orezon noz-deiz. (6) Mes an hini a vev er plijadurezou, a zo maro hag hi o veva. (7) Kemen dezhe an traou-ze eta, evit ma vezint direbech. (8) Mar d’euz unan-benag ha na zeu ket da bourvei d’he dud, ha dreist-holl d’ar re euz he di he-unan, hennes hen deuz nac’het ar feiz, hag a zo gwassoc’h eged eur paian. (9) Eun intanvez na dle ket beza lakeat var ar rol, nemed oajet e vez a dri-ugent vloaz, hag intanvez euz eur pried hep-ken ; (10) ha nemed beza he defe an desteni euz he oeuvrou mad, an desteni da veza savet he bugale, da veza digemeret an estranjourien, gwalc’het ho zreid d’ar Zent, sicouret an dud afflijet, ha da veza lakeat he foan en peb seurt oeuvrou mad. (11) Mes diwall da receo an intanvezed yaouankoc’h ; rag pa zeu al lubricite d’ho lakaad a-enep ar C’hrist, e fell dezhe dimezi ; (12) ha kement-se a reont evit ho c’hondaonation, abalamour ma ho deuz dilezet ho feiz kenta. (13) Ha gant kement-se e teskont beza didalvez, o rodal euz an eil ti d’egile ; ha n’int ket hep-ken didalvez, mes ive barbillerezed ha merc’hed curius, ha lavaret a reont traou ha n’int ket deread. (14) Me a fell d’in eta e teufe ar re yaouank da zimezi, da gaoud bugale, da c’houarn ho zi, ha ne rofent