Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/411

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
402
I. TIMOTEUS, IV.

o ren mad ho bugale hag ho ziez ho-unan. (13) Rag ar re ho devezo great mad ar garg-se, a c’hounez eur renk henorabl, hag eur fizians vraz er feiz a zo er C’hrist Jesus.

(14) An traou-man a scrivan d’id, oc’h esperout mond hep dale d’az kavout, (15) mes mar talean pell, evit ma ouezi penaos e tleer en em gomporti en ti Doue, pehini eo Iliz an Doue beo, ar pilier hag ar fount euz ar wirionez. (16) Hag, evel ma teu an holl d’hen anzav, braz eo ar myster euz ar biete : Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, a zo bet justifiet dre ar Spered, gwelet gant an elez, prezeget d’ar Jentiled, credet er bed, ha savet er gloar.


CHABISTR IV.


AR Spered a lavar sclear penaos en amzeriou diveza darn a droio kein d’ar feiz, oc’h en em rei da sperejou tromplus, ha da zoctrinou an droug-sperejou ; (2) dre hipocrizi doctored faoz, euz a bere ar goustians a vezo merket gant an houarn tom, (3) o tifen dimezi, hag o c’hourc’hemen en em briva euz a voued pere a zo bet crouet gant Doue, evit ma teuio ar re a gred hag ar re ho deuz anavezet ar wirionez da ober usach anezhe gant actionou a c’hras. (4) Rag kement tra a zo bet crouet gant Doue, a zo mad, ha netra na dle beza taolet kuit, pa rer usach anezhan gant actionou a c’hras ; (5) rag santifiet eo dre c’her Doue, ha dre ar beden.

(6) En eur lakaad an traou-ze d’ar breudeur, dirag ho daoulagad, e vezi eur servicher mad da Jesus-Christ, maget gant komzou ar feiz hag an doctrin vad ec’h euz heulliet gant aked. (7) Mes taol diouzid ar fablennou profan ha sod, ha laka da boan da greski er biete. (8) Rag an exercis euz ar c’horf n’eo talvoudec nemed evit neubeud a dra ; mes ar biete a zo talvoudec evit pep tra, o veza m’he deuz ar bromessa euz ar vuez-man hag euz an hini da zond. (9) Ar gomz-man a zo gwir, ha dign euz a bep fizians. (10) Rag abalamour ma c’hesperomp en Doue beo, pehini eo Salver an holl dud, ha dreist pep tra Salver an dud fidel, eo ec’h anduromp kement a labouriou ha kement a zismegans. (11) Kemen ha desk an traou-ze. (12) Ra ziwallo pep den da ober disprij var da yaouankiz ; mes bez da-unan eur skouer d’ar re a gred, dre ar gomz, dre ar vuez vad, dre ar garantez, dre ar spered, dre ar feiz, dre ar burete. (13) Ken a zeuin, en em ro da lenn,