Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/406

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
397
II. THESSALONIED, II.



CHABISTR II.


EVIT ar pez a zell donedigez hon Aotrou Jesus-Christ, hag hon union adare ganthan, (2) e pedomp ac’hanoc’h breudeur, n’en em lezot ket da veza troublet gant neubeud a dra en ho sonjezonou, ha da veza lakeat nec’het gant eun inspiration, pe eur gomz, pe eul lizer-benag a vez lavaret deoc’h a zeufe diganeomp, evel pa vefe tost dervez ar C’hrist. (3) Diwallit na zeufe den d’ho trompla en doare e-bed ; rag red eo e vez deuet da-genta ar revolt, hag e vez bet diskouezet den ar pec’hed, mab ar gollidigez, (4) an enebour hag an hini a zav dreist kement a c’halver Doue, pe a adorer, beteg dond da azeza evel Doue en templ Doue, o lavaret he-unan ez eo Doue .... (5) Ha n’hoc’h euz-hu ket a zonj penaos, pa oann c’hoas ganeoc’h, e lavaren an traou-man deoc’h ? (6) Ha c’houi a oar petra a harz anezhan breman, evit ne vezo diskouezet nemed pa vezo deuet he amzer. (7) Rag myster ar fallentez a labour dija ; o c’hortoz hep-ken ma vezo distrujet an hini a stourm outhan breman. (8) Ha neuze en em diskouezo an impi-ze, pehini a vezo distrujet gant an Aotrou dre ar c’houezaden euz he c’henou, hag a vezo kasset da netra gant ar skeud euz he zonedigez. (9) Donedigez an impi-ze a vezo great gant nerz Satan, gant peb seurt galloud, gant burzudou ha miraclou faoz, (10) ha gant holl dromplerez an injustis e-touez ar re a ia da goll, dre n’ho deuz ket recevet ar garantez euz ar wirionez evit beza salvet. (11) Abalamour da ze Doue a gasso dezhe eur spered nerzus a errol, evit ma credint er gaou ; (12) evit ma vezo condaonet ar re holl pere n’ho deuz ket credet d’ar wirionez, mes ho deuz kemeret plijadur er fallentez.

(13) Mes evidomp-ni, breudeur muia-karet gant an Aotrou, ni a dle renta heb ehan grasou da Zoue abalamour deoc’h, dre ma hen deuz Doue choazet ac’hanoc’h adaleg ar pen-kenta evit ar zilvidigez dre zanctification ar Spered, ha dre ar feiz er wirionez ; (14) ho kalvet hen deuz da gement-se dre hon Aviel, evit m’ho pezo ar gloar euz hon Aotrou Jesus-Christ. (15) Dre-ze, breudeur, choumit ferm ha dalc’hit mad ar c’helenadurezou hon euz roet deoc’h, pe dre hor c’homz, pe dre hon lizerou.

(16) Hogen ra zeui hon Aotrou Jesus-Christ he-unan, ha Doue hon Tad, pehini hen deuz hor