Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/405

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
(396)


EIL LIZER SANT PAOL, ABOSTOL,
d’an
THESSALONIED.


————


CHABISTR I.


PAOL, Silvan ha Timoteus, da Iliz an Thessalonied pehini a zo en Doue hon Tad, hag en Aotrou Jesus-Christ. (2) Gras deoc’h ha peoc’h digant Doue an Tad, hag an Aotrou Jesus-Christ.

(3) Trugarekaad a dleomp Doue bepred evidoc’h, breudeur, evel ma’z eo deread, pa’z eo gwir e cresk meurbed ho feiz, ha ma teu da veza brassoc’h ho karantez holl an eil e-kenver egile, (4) en hevelep doare ma tennomp gloar ac’hanoc’h en Ilizou Doue, abalamour d’ho patianted ha d’ho feiz en hoc’h holl bersecutionou hag en afflictionou a c’houzanvit, (5) ar pez a zo eur breuven euz ar varnedigez just a Zoue, evit ma veot rentet dign euz a rouantelez Doue, evit pehini e c’houzanvit. (6) Rag just eo dirag Doue, ma rentfe affliction d’ar re a afflij ac’hanoc’h, (7) ha ma rofe deoc’h-hu pere a zo afflijet, ar repos ganeomp-ni, pa zeuio an Aotrou Jesus-Christ euz an env gant elez he c’halloud, e-kreiz flammou-tan, (8) evit tenna venjans euz ar re na anavezont ket Doue, ha na zentont ket ouz Aviel hon Aotrou Jesus-Christ. (9) Souffr a raint ho funition, eur gollidigez eternel, pell euz a brezans an Aotrou, hag euz ar gloar euz he c’halloud ; (10) pa zeuio en devez-ze, da veza glorifiet en he zent, ha da veza admiret er re holl ho devezo credet ; (rag c’houi hoc’h euz credet d’hon testeni.) (11) Abalamour da ze ive, ni a bed heb ehan evidoc’h, evit ma teui hon Doue d’ho renta dign euz ar vocation hoc’h euz bet, ha da accomplissa gant nerz enoc’h an holl sonjezonou mad euz he vadelez, hag oeuvr ar feiz ; (12) evit ma vezo hano hon Aotrou Jesus-Christ glorifiet enoc’h, ha c’houi enhan, hervez gras hon Doue, hag hon Aotrou Jesus-Christ.