zo bet marvet evidomp, (10) evit ma vevimp assambles ganthan, pe ni a vezo dihun, pe ni a vezo kousket. (11) Rag-se roit courach an eil d’egile, hag en em edifiit an eil egile, evel ma her grit ive.
(12) Hogen, ho pedi a reomp, breudeur, da gaoud respet evit ar re a labour en ho touez, hag a zo lakeat dreist-hoc’h hervez an Aotrou, hag a zo ouz ho kelen, (13) ha da gaoud ar brassa karantez evithe, abalamour d’ho labour. Bezit en peoc’h etrezoc’h. (14) Ho pedi a reomp, breudeur, gourdrouzit ar re a zo direiz, consolit ar re a zo dinerz a galon, harpit ar re febl, bezit leun a batianted e-kenver an holl. (15) Diwallit na zeufe hini ac’hanoc’h da renta da zen an droug evit an drouk ; mes heullit bepred ar pez a zo mad, hag etrezoc’h, hag e-kenver an holl.
(16) Bezit joaus bepred. (17) Pedit heb ehan. (18) Rentit grasou en pep tra ; rag kement-se eo bolontez Doue en Jesus-Christ en ho kenver. (19) Na vougit ket ar spered. (20) Na zisprijit ket ar profesiou. (21) Amprouvit an holl draou ; dalc’hit stard ar pez a zo mad. (22) En em virit euz a bep apparans a zrouk.
(23) Ha ra zeuio an Doue a beoc’h he-unan, d’ho santifia holl, ha ra vezo kement a zo enoc’h, ar spered, an ene hag ar c’horf miret divlam da zonedigez hon Aotrou Jesus-Christ ! (24) An hini hen deuz ho kalvet, a zo fidel, hag ober a rai kement-se.
(25) Breudeur, pedit evidomp.
(26) Saludit an holl vreudeur gant eur pok santel. (27) Me ho ped stard dre an Aotrou, ma vezo lennet al lizer-man d’an holl vreudeur santel.
(28) Gras hon Aotrou Jesus-Christ ra vezo ganeoc’h ! Amen.