Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/403

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
394
I. THESSALONIED, V.

(11) ha da veza aketus da veva en peoc’h, da ober hoc’h afferou hoc’h-unan, ha da labourat gant ho taouarn hoc’h-unan, evel ma hon euz gourc’hemenet deoc’h ; (12) evit ma valeot gant honestis e-kenver ar re a-ziaveaz, ha ma n’ho pezo ezom a netra.

(13) Hogen, na fell ket d’in, va breudeur, e vec’h heb deskadurez divarben ar re a zo maro, evit na veot ket tristeet, evel an dud all, pere n’ho deuz ket a esperans. (14) Rag mar credomp ez eo Jesus maro, hag ez eo resussitet, credomp ive penaos Doue a zigasso adare, dre Jesus, ar re a zo maro, evit beza assambles ganthan. (15) Rag ni a lavar an dra-man deoc’h dre c’her an Aotrou, penaos ni, ar re veo pere a vezo choumet evit donedigez an Aotrou, ne vezimp ket araog ar re a zo maro ; (16) rag an Aotrou he-unan a ziskenno euz an env, pa vezo roet ar signal, gant mouez eun arc’h-eal, ha gant eun drompil a Zoue ; hag ar re varo er C’hrist a resussito da-genta ; (17) goude-ze, ni ar re veo pere a vezo choumet, a vezo savet assambles ganthe var goabrennou, da zialben an Aotrou, en ear, hag evel-se e vezimp da viken gant an Aotrou. (18) Dre-ze en em gonsolit an eil egile gant ar c’homzou-man.


CHABISTR V.


EVIT ar pez a zell an amzeriou hag ar momanchou, breudeur, n’hoc’h euz ket ezom e vez scrivet deoc’h. (2) Rag c’houi hoc’h-unan a oar ervad, penaos deiz an Aotrou a zeuio evel eul laer en noz. (3) Rag pa livirint : Peoc’h hag assurans ! neuze eun distruj subit a zeuio varnezhe, evel ar gouentrou gant ar vreg a zo brazez ; ha na echappint ket. (4) Mes evidoc’h-hu, breudeur, n’emoc’h ket en devalijen, evit ma teufe an deiz-ze varnoc’h evel eul laer, (5) rag c’houi a zo holl bugale ar sclerijen, ha bugale an deiz ; n’omp ket euz an noz, nag euz an devalijen. (6) Rag-se na gouskomp ket evel ar re all, mes veillomp ha bezomp sobr. (7) Rag ar re a gousk, a gousk en noz ; hag ar re a zeu d’en em vezvi, hen gra en noz. (8) Mes ni pere a zo euz an deiz, bezomp sobr, o veza gwisket gant cuirassen ar feiz, hag ar garantez, ha gant tok-houarn an esperans euz ar zilvidigez. (9) Rag Doue n’hen deuz ket hon destinet d’ar goler, mes da gaoud ar zilvidigez dre hon Aotrou Jesus-Christ, pehini a