c’haret, hag hen deuz roet deomp eur gonsolation eternel, hag eun esperans vad dre he c’hras, (17) da gonsoli ho calonou, ha d’ho krenvaad en pep deskadurez santel hag en pep oeuvr vad.
-HEND-ALL, breudeur, pedit evidomp, evit ma vezo ger an Aotrou libr da redec, ha ma vezo glorifiet dre-holl, evel ma’z eo en ho touez ; (2) ha ma vezimp delivret euz a dud noazus ha drouk ; rag an holl n’ho deuz ket ar feiz. (3) An Aotrou a zo fidel hag a grenvaio ac’hanoc’h, hag ho miro euz an drouk. (4) Ha bez’ hon euz ar fizians-man en ho kenver en Aotrou, penaos e rit hag e reot an traou a c’hourc’hemenomp deoc’h. (5) Ra zeuio an Aotrou da ren ho calonou da garantez Doue, ha da c’hortoz ar C’hrist gant patianted.
(6) Breudeur, recommandi a reomp deoc’h ive, en hano hon Aotrou Jesus-Christ, pellaad diouz peb breur hag a vev en dizurz, ha nann hervez ar gelennadurez hen deuz recevet diganeomp. (7) Rag gouzoud a rit hoc’h-unan penaos e tleit imita ac’hanomp, pa’z eo gwir n’hon euz ket bevet en ho touez en dizurz, (8) ha n’hon euz debret bara den e-bed evit netra, mes ma’z omp bet er skuizder, hag er boan, o labourat noz-deiz, evit miret da zamma hini ac’hanoc’h. (9) N’e ket dre ma n’hon doa ket a urz d’hen ober, mes evit rei deoc’h enomp hon-unan eur skouer deoc’h da imita. (10) Rag ive pa oamp ganeoc’h, e lavaremp deoc’h freaz, penaos piou-benag na fell ket dezhan labourat, na dle ket dibri ken neubeud. (11) Koulskoude e klevomp lavaret penaos ez euz hinienou en ho touez hag a vev en dizurz ; ne labouront ket, ha koll a reont ho amzer en traou didalvoudus. (12) Hogen, alia a reomp ar re a zo evel-se, hag e pedomp anezhe dre hon Aotrou Jesus-Christ, da labourat en peoc’h, evit gounid ar bara a zebront. (13) Evidoc’h-hu, breudeur, na skuizit ket oc’h ober ar mad. (14) Ha mar d’euz unan-benag ha na zent ket ouz ar pez a leveromp dre al lizer-man, taolit pled dezhan, ha na zarempredit ket anezhan, evit m’hen devezo mêz. (15) Koulskoude, na gemerit ket anezhan evel eun adversour, mes kelennit anezhan evel eur breur.
(16) Ra zeuio an Aotrou a beoc’h da rei deoc’h he-unan ar peoc’h en pep tra hag en