groaz, an eil rum hag egile en eur c’horf hep-ken. (17) Ha deuet eo evit annons kelou mad ar peoc’h deoc’h-hu, pere a oa pell, ha d’ar re a oa tost ; (18) rag dreizhan hon euz digemer, an eil hag egile, digant an Tad, en eur memeus Spered. (19) Evelse n’oc’h mui breman estranjourien, na tud a-ziaveaz, mes kenvrois d’ar zent, hag euz a di Doue ; (20) o veza savet var fondamant an ebestel hag ar brofeted, euz a behini Jesus-Christ he-unan eo ar mean-corn, (21) en pehini an holl vatis, o veza frammet ervad assambles, a zav da veza eun templ santel d’an Aotrou ; en pehini ez oc’h ive c’houi savet assambles, evit beza ti Doue er Spered.
BALAMOUR da ze, me, Paol, a zo prizonier Jesus-Christ evidoc’h-hu, Jentiled ; (2) mar hoc’h euz en gwirionez klevet petra eo ar garg a zo bet roet d’in, da zispans evidoc’h ar c’hras a Zoue ; (3) dre revelation eo hen deuz roet da anaoud d’in-me ar myster-ze, evel ma’z oun o paouez scriva en ber gomzou. (4) Dre eno, en eur lenn, ec’h hellit compren an anaoudegez em euz euz a vyster ar C’hrist, (5) eur myster eo ha na oa ket bet roet da anaoud da vugale an dud, en amzer dremenet, evel ma’z eo bet diskouezet en amzer-man, dre ar Spered, d’he ebestel santel ha d’ar brofeted ; (6) da lavaret eo, penaos ar Jentiled a zo ken-heritourien, hag e reont eur c’horf hep-ken, hag ho deuz lod en he bromessa er C’hrist dre an Aviel ; (7) euz a behini ez oun bet great ministr, dre eun donezon euz a c’hras Doue, a zo bet roet d’in dre ar vertuz euz he c’halloud. (8) D’in-me, an distera euz an holl zent, eo bet roet ar c’hras-se da brezeg, e-touez ar Jentiled, ar pinvidigezou incomprenabl euz ar C’hrist, (9) ha da lakaad sclear dirag daou-lagad an holl, petra eo ar garg euz ar myster a oa kuzet a bep amzer en Doue, pehini hen deuz crouet pep tra dre Jesus-Christ, (10) evit ma teuio breman ar furnez euz a Zoue pehini en em ziskouez en peb seurt feçon, d’en em rei da anaoud dre an Iliz d’ar princelezou ha d’ar puissansou el leac’hiou celestiel, (11) hervez an dessein hen doa a bep amzer, hag hen deuz digasset da vad dre Jesus-Christ, hon Aotrou, (12) en pehini hon euz al liberte da dostaad ouz Doue gant fizians, dre ar feiz enhan.
(13) Rag-se e c’houlennan di-