Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/380

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
371
EPHEZIED, II.

hag hen deuz lakeat anezhan ar mestr kenta dreist pep tra d’an Iliz, (23) pehini eo he gorf, al leunder euz an hini a deu da leunia pep tra en holl.


CHABISTR II.


C’HOUI ive a oa maro en ho kwallou hag en ho pec’hejou, (2) (e pere gwech-all hoc’h euz baleet, hervez giz ar bed-man, hervez ar prins euz a c’halloud an ear, ar spered-se pehini a labour breman e bugale an dizentidigez ; (3) e-touez pere ive e vevemp holl gwech-all, hervez ar ioulou euz hor c’hig, oc’h ober hervez deziriou ar c’hig hag hor sonjezonou ; hag e oamp dre natur bugale ar goler, evel ar re all.) (4) Mes Doue, pehini a zo pinvidic a drugarez, abalamour d’ar garantez vraz gant pehini hen deuz hor c’haret, (5) pa oamp maro en hor pec’hejou, hen deuz hon rentet d’ar vuez assambles er C’hrist, (6) (dre c’hras eo ez oc’h salvet ;) hag hen deuz hon resussitet assambles, hag hen deuz hon lakeat da azeza assambles el leac’hiou celestiel, en Jesus-Christ ; (7) evit diskouez, en amzeriou da zond, ar pinvidigezou dreist muzul euz he c’hras, dre he vadelez en hor c’henver-ni en Jesus-Christ. (8) Rag dre c’hras eo ez oc’h salvet, dre ar feiz ; ha kement-se na zeu ket ac’hanoc’h hoc’h-unan, donezon Doue eo ; (9) n’e ket dre an oberou, evit na zeui den d’en em c’hlorifia. (10) Rag he labour omp, o veza bet crouet en Jesus-Christ evit an oberou mad, pere a zo bet preparet gant Doue a-ziaraog, evit ma kerzimp enhe.

(11) Dre-ze, ho pezet sonj penaos c’houi, pere a oa gwech-all Jentiled er c’hig, ha pere a oa galvet ar re dicirconcis gant ar re a c’halver circonciset er c’hig dre zorn an den, (12) e oac’h en amzer-ze heb ar C’hrist, er meaz euz a republic Israel, estranjourien e-kenver alliansou ar bromessa, o veza heb esperans, hag heb Doue er bed. (13) Mes breman, en Jesus-Christ, c’houi pere gwech-all a oa pell, a zo bet digasset tost dre oad ar C’hrist. (14) Rag hen eo hor peoc’h, hen pehini hen deuz lakeat an daou bobl a-unan, en eur diskar ar voger a zisparti ; (15) o veza distrujet en he gig ar pez a oa caoz d’ar gassoni, lezen ar gourc’hemenou, eul lezen a ordrenansou ; evit ober enhan he-unan, euz a zaou, eun den hep-ken, eun den nevez, goude beza great ar peoc’h ; (16) ha ma teuje, en eur distruja he-unan ar gassoni a oa etrezhe, da reconcilia gant Doue, dre ar