Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/382

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
373
EPHEZIED, IV.

ganeoc’h ne gollot ket a gourach abalamour d’an trubulliou a anduran evidoc’h ; kement-se a ra ho kloar. (14) Evit-se eo e plegan va daoulin dirag Tad hon Aotrou Jesus-Christ, (15) euz a behini kement famill a zo en env ha var an douar a denn he hano ; (16) ma roio deoc’h, hervez ar pinvidigezou euz he c’hloar, da veza krenveet meurbed dre he Spered, en den a-ziabarz, (17) evit ma rai ar C’hrist he zemeurans en ho calonou, dre ar feiz ; (18) hag evit, o veza griziennet ha fontet er garantez, ma c’hellot compren, assambles gant an holl zent, petra eo al lec’hed, an hed, an dounder hag an huelded, (19) hag anaoud karantez ar C’hrist, pehini a zo dreist pep gwiziegez, evit ma veot leuniet gant an holl leunder a Zoue. (20) Hogen, d’an Hini hen deuz galloud da ober kalz en tu-all d’ar pez a c’houlennomp pe a zonjomp, dre ar galloud a labour enomp ; (21) dezhan ar gloar en Iliz, dre Jesus-Christ, en holl amzeriou, ha da viken ! Amen.


CHABISTR IV.


RAG-SE, me, prizonier an Aotrou, a bed ac’hanoc’h da heuil eur vuez dign euz ar vocation dre behini oc’h bet galvet, (2) gant pep humilite ha pep dousder, gant eur spered a batianted, oc’h en em supporti an eil egile gant karantez ; (3) o lakaad ho poan da genderc’hel a-unan er memeus spered, dre liam ar peoc’h. (4) N’euz nemed eur c’horf hag eur Spered hep-ken, evel ive ma’z oc’h bet galvet da eun esperans hep-ken, dre ho vocation. (5) Eun Aotrou hep-ken, eur feiz hep-ken, eur vadiziant hep-ken ; (6) eun Doue hep-ken ha Tad an holl, pehini a zo dreist an holl, dre an holl, hag enoc’h holl. (7) Mes da bep hini ac’hanoc’h eo roet ar c’hras, hervez ar muzul euz donezon ar C’hrist. (8) Rag-se eo bet lavaret : Pa eo bet savet d’an neac’h, hen deuz kasset ganthan eun niver braz a gaptived, hag hen deuz distribuet donezonou d’an dud. (9) Hogen ar c’homzou-man : Eo bet savet, petra a zinifiont-hi, nemed ma oa bet diskennet araog el leac’hiou izel euz an douar ? (10) An hini a zo bet diskennet, eo ar memeus hini hag a zo bet ive savet dreist an holl envou, evit ma leunje pep tra. (11) Hen ive eo hen deuz lakeat lod da ebestel, ha lod da brofeted, ha lod da avielerien, ha lod da bastored ha da zoctored ; (12) evit lakaad ar zent da greski e perfection,