Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/37

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
28
SANT VAZE, XIV.

zansaz dirazhe, hag e plijaz da Herodes ; (7) en hevelep doare ma touaz rei dezhi kement a c’houlenje. (8) Hi, o veza bet aliet gant he mam, a lavaraz : Ro d’in aman, en eur plad pen Ian ar Badezour. (9) Hag ar roue a oe glac’haret ; koulskoude abalamour d’he le, ha d’ar re a oa ouz taol ganthan, e c’hourc’hemenaz her rei dezhi. (10) Hag e kassaz tud da zibenna Ian er prizon. (11) Hag he ben a oe digasset en eur plad, ha roet d’ar plac’h iaouank ; hag hi a gassaz anezhan d’he mam. (12) Hag he ziskibien a zeuaz, hag a gemeraz he gorf, hag e c’henterjont anezhan ; hag e teujont d’hen lavaret da Jesus.

(13) Ha Jesus, o veza klevet kement-se, en em dennaz ac’hane en eur vag a-du en eul leac’h distro. Pa glevaz ar bobl kement-se, ec’h heuljont anezhan euz ar c’heariou var droad. (14) Ha pa deuaz Jesus ac’hane e velaz eur foul braz a dud ; hag hen doe truez outhe, hag e iac’heaz ho c’hlanvourien.

(15) Ha diouz an abardaez, he ziskibien a zeuaz d’he gavout, en eur lavaret : Al leac’h-man a zo dezert ha divezad eo dija ; kas kuit ar bobl, evit ma’z aint er villajennou, ha ma prenint boued. (16) Mes Jesus a lavaraz dezhe : N’eo ket red dezhe mond kuit ; roit c’houi da zebri dezhe. (17) Lavaret a rejont dezhan : N’hon euz aman nemed pemp bara ha daou besk. (18) Hag hen a lavaraz : Digassit-he aman. (19) Ha goude beza gourc’hemenet d’ar bobl azeza var ar yeot, e kemeraz ar pemp bara hag an daou besk, hag en eur zevel he zaou-lagad etrezeg an env, e rentaz grasou ; hag o veza torret anezhe, e roaz ar baraou d’he ziskibien, hag an diskibien, ho roaz d’ar bobl. (20) Hag e tebrjont holl, hag e oent rassaziet ; hag e tastumjont a damou choumet en ho dilearc’h daouzec panerad leun. (21) Hag ar re ho doa debret a oa var dro pemp mil den, hep counta ar groagez hag ar vugale.

(22) Kerkent goude Jesus a reaz d’he ziskibien sevel er vag, ha mond araog dezhan en tu all e-pad ma vije o kas kuit ar bobl. (23) Ha goude m’hen doe kasset ar bobl, hen a bignaz he-unan var ar menez evit pedi ; hag an noz o veza deuet, e oa eno he-unan.

(24) Hogen ar vag a oa neuze e-kreiz ar mor, gwall-gasset gant an tarzou-mor, rag an avel a oa a-enep. (25) Ha d’ar bevare veilladen euz an noz, Jesus a ieaz d’ho c’havoud o vale var ar mor. (26) Ha pa velaz