Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/36

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
27
SANT VAZE, XIV.

berlezen a briz vraz, a ieaz, a verzaz kement hen doa, hag he frenaz.

(47) Rouantelez an envou a zo c’hoas henvel ouz eur roued taolet er mor, hag a zastum a bep seurt traou. (48) Pa vez leun, ar besketerien a denn anezhan var an aod ; hag o veza azezet, e lekeont ar re vad en besseliou, hag e taolont kuit ar re fall. (49) Evel-se e vezo e fin ar bed ; an elez a zeuio, hag a separo ar re drouk euz a-douez ar re just ; (50) hag e sklapint anezhe er fournes tân ; eno e vezo gwelvan ha skrign-dent.

(51) Jesus a lavaraz d'he ziskibien : Ha comprenet hoc’h euz-hu an holl draou-ze ? Int a respontaz dezhan : Ia, Aotrou. (52) Hag hen a lavaraz dezhe : Evel-se pep doctor desket er pez a zell ouz rouantelez an envou, a zo henvel ouz eur pentiegez hag a denn euz he denzor traou nevez ha traou koz.

(53= Ha goude m’hen doe Jesus echuet ar barabolennou-ze, ez eaz kuit ac’hane. (54) Hag o veza deuet en he vro he-unan, e kelenne anezhe en ho zinagogou, en hevelep doare ma oant mantret, ha ma lavarent : A be leac’h e teu da he-man ar furnez hag ar burzudou-ze ? (55) Ha n’eo ket he-man mab ar c’halvez ? Ha na c’halver ket he vam Mari, hag he vreudeur Jakes, ha Joses, ha Simon, ha Jud ? (56) Hag he c’hoarezed ha n’emaint-hi ket holl en hon touez ? A be leac’h eta e teu da he-man an holl draou-ze ? (57) Hag e oent scandalizet ganthan. Mes Jesus a lavaraz dezhe : Eur profet n’ed eo ket hep henor nemed en he vro hag en he di he-unan. (58) Ha na reaz ket nemeur a viraclou eno abalamour ne gredent ket.


CHABISTR XIV.


EN amzer-ze Herodes an Tetrark a glevaz ar pez a lavaret divarben Jesus ; (2) hag e lavaraz d’he zervicherien : Ian ar Badezour eo hennes ; savet eo a-douez ar re varo, hag abalamour da ze eo e vez great miraclou dreizhan.

(3) Rag Herodes hen doa lakeat cregi en Ian, eren anezhan, hag he lakaad er prizon, abalamour da Herodias, greg Philip he vreur ; (4) rag Ian a lavare dezhan : N’eo ket permetet d’id he c’haoud evit greg. (5) C’hoanteet hen divije lakaad anezhan d’ar maro ; mes aoun hen doa rag ar bobl, rag Ian a oa kemeret ganthe evit eur profet. (6) Mes da deiz ginidigez Herodes, merc’h Herodias a