Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/38

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
29
SANT VAZE, XV.

an diskibien anezhan o vale var ar mor, e oent troublet, hag e leverjont : Eun teuz eo ; hag e crijont gant ar spount. (27) Mes kerkent Jesus a gomzaz outhe, en eur lavaret : Ho pezet fizians ; me eo, n’ho pezet ket a aoun. (28) Ha Per a respontaz dezhan, o lavaret ; Aotrou ! mar d’eo te, ro urz d’in da vond d’az kavout var an doureier. (29) Jesus a lavaraz dezhan : Deuz. Ha Per a ziskennaz euz ar vag, hag a valeaz var an dour, evit mond da gavout Jesus. (30) Mes pa velaz e oa krenv an avel, e teuaz aoun dezhan ; hag evel ma commanse da anfonsi, hen a griaz, o lavaret : Aotrou! Savetâ ac’hanoun. (31) Ha rag-tal Jesus, oc’h asten he zorn, a grogaz enhan, hag a lavaraz dezhan : Den a neubeud a feiz, perag ec’h euz-te douetet ? (32) Ha pa oent pignet er vag, an avel a baouezaz. (33) Neuze ar re a oa er vag a dostaaz, hag a adoraz anezhan, o lavaret : E gwirionez, te eo Mab Doue.

(34) Ha goude m’ho doa treuzet ar mor e teujont e bro Jennezaret. (35) Ha pa ho doe tud al leac’h-se anavezet anezhan, e kasjont tud dre an holl vro-ze tro-var-dro, hag e tigasjont an holl dud klanv. (36) Hag e pedent anezhan d’ho lezel da douch hep-ken ouz ar bord euz he zae ; ha kement hini a douchaz outhan a oe iac’heet.


CHABISTR XV.


NEUZE Scribed ha Farizianed a zeuaz euz a Jerusalem da gavout Jesus, hag e leverjont dezhan : (2) Perag e tor da ziskibien-te tradition ar re goz ? rag ne walc’hont ket ho daouarn pa zebront ho frêd. (3) Mes hen a respontaz dezhe : Ha c’houi, perag e torrit-hu gourc’hemen Doue dre ho tradition ? (4) Rag Doue hen deuz roet ar gourc’hemen-man : Henor da dad ha da vam ; ha c’hoas : Piou-benag a lavaro malloz var he dad pe var he vam, ra vezo lakeat d’ar maro. (5) Mes c’houi a lavar : Piou-benag a lavaro d’he dad pe d’he vam : Kement am euz evit gallout da zicour a zo eun donezon consacret da Zoue, hennes na ranko ket henori he dad pe he vam. (6) Hag evel-se c’houi hoc’h euz diskaret gourc’hemen Doue gant ho tradition. (7) Hipocrited ! profetiset mad hen deuz Izaias divar ho pen, pa hen deuz lavaret : (8) Ar bobl-man a dosta ouzin gant ho genou, hag a henor ac’hanoun gant ho muzelou ; mes ho c’halon a zo gwall bell diouzin. (9) Mes en vên eo ec’h henoront ac’ha-