evit hoc’h eneou ; ha pa vez red d’in seul-vui ma karan ac’hanoc’h, beza karet seul-vui neubeutoc’h ganeoc’h. (16) Mad ! eme c’houi. N’am euz ket bec’hiet ac’hanoc’h, mes o veza eun den troidellec, em euz ho kemeret dre finessa. (17) Mes ha tennet em euz-me eur profit-benag ouzoc’h dre unan-benag euz ar re em euz kasset beteg enoc’h ? (18) Choazet em euz Titus da vond etrezeg enoc’h, hag em euz kasset unan euz ar breudeur assambles ganthan. Daoust ha Titus hen deuz tennet eur profit-benag ouzoc’h ? Ha n’hon euz-ni ket kerzet er memeus spered, dre ar memeus roudou ?
(19) Ha sonjal a rit-hu e fell deomp adare en em justifia ? E prezans Doue er C’hrist eo e komzomp ; ha kement-se holl, va breudeur muia-karet, evit hoc’h edification. (20) Rag aoun em euz, pa erruin, n’ho kavfen ket evel ma fell d’in, ha na vefen ket kavet ganeoc’h evel ma fell deoc’h, ha na c’hoarvezfe disputou, jalouziou, kasoniou, dissentionou, droug-prezegerez, gwall-deodadou, santimanchou a ourgouil, ha trubuil ; (21) ha na ven humiliet gant va Doue, pa zeuin adare d’ho kavoud, ha na rankfen gwela var meur a hini hag ho doa pec’het a-ziagent, ha n’int ket distroet euz al louzdoni, euz al libertinach hag euz al lubricite ho deuz great.
ETU aman an derved gwech ma’z an d’ho kavout. Var ger daou pe dri dest e vezo reglet pep tra. (2) Hel lavaret em euz dija, hag hel lavaret a ran choas, evit an eil gwech, evel pa vijen prezant ganeoc’h, petra-benag ma’z oun breman pell diouzoc’h, d’ar re ho deuz pec’het a-ziaraog, koulz ha d’ar re all eo e scrivan kement-man, mar teuan adare, na espernin hini anezhe, (3) pa’z eo gwir e klaskit eur breuven ema ar C’hrist o komz dreizoun-me, hen pehini n’eo ket sempl en ho kenver, mes a zo galloudus enoc’h. (4) Rag petra-benag ma’z eo bet crucifiet er zempladurez, koulskoude, ema beo dre c’halloud Doue ; ha ni a zo sempl ive assambles ganthan, mes beva a raimp ganthan, dre c’halloud Doue en ho touez. (5) Sellit enoc’h hoc’h-unan, da velet ha c’houi a zo er feiz ; en em eprouvit hoc’h-unan ; ha na anavezit-hu ket hoc’h-unan penaos ema Jesus-Christ enoc’h ? nemed reprouvet e