Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/369

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
360
GALATED, I.

vec’h marteze. (6) Mes esper em euz ec’h anavezot penaos evidomp-ni, n’omp ket reprouvet. (7) Hag e pedan Doue na reot droug e-bed ; nann evit ma seblantfemp beza approuvet, mes evit ma reot ar pez a zo mad, ha pa dlefemp-ni beza evel reprouvet hon-unan. (8) Rag n’hon euz galloud e-bed a-enep ar wirionez, mes evit ar wirionez. (9) Hag hon euz joa o veza sempl, gant ma viot krenv ; hag ar pez a c’houlennomp digant Doue eo ma teufot da veza parfet. (10) Abalamour da ze e scrivan an traou-man pell diouzoc’h, evit ne rankin ket beza garo, pa vezin tost deoc’h, hervez ar galloud hen deuz roet an Aotrou d’in evit edifia, ha nann evit distruja.

(11) A-hend-all breudeur, bezit leun a joa ; klaskit beza parfet ; en em gonsolit an eil egile ; bezit euz ar memeus santimant ; bevit en peoc’h ; ha Doue ar peoc’h hag ar garantez a vezo ganeoc’h. (12) En em zaludit an eil egile gant eur pok santel. An holl Zent a zalud ac’hanoc’h. (13) Gras hon Aotrou Jesus-Christ, karantez Doue, ha communion ar Spered-Santel ra vezo ganeoc’h holl ! Amen !


————


LIZER SANT PAOL, ABOSTOL,
d’ar
C’HALATED.


————


CHABISTR I.


PAOL, abostol, n’e ket aberz an dud, na dre eun den-benag mes dre Jesus-Christ, ha Doue an Tad, pehini hen deuz resussitet anezhan a-douez ar re varo ; (2) hag an holl breudeur a zo assambles ganen, d’an Ilizou euz ar Galatia. (3) Gras deoc’h ha peoc’h digant Doue an Tad, ha digant hon Aotrou Jesus-Christ, (4) pehini a zo en em roet he-unan evit hor pec’hejou, evit gallout hon tenna euz ar bed fall-man, hervez bolontez Doue hon Tad, (5) da behini ar gloar en holl amzeriou ! Amen.

(6) Souezet oun o velet ac’hanoc’h, goude beza dilezet an