Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/367

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
358
II. CORINTIED, XII.

a zo bet, breman ez euz tremen pevarzec vloaz, savet beteg an trede env ; (pe e oe gant he gorf, na ouzon ket ; pe e oe heb he gorf, na ouzon ket ; Doue her goar). (3) Hag ec’h ouzon penaos, an den-ze (pe e oe gant he gorf, pe heb he gorf, na ouzon ket ; Doue her goar), (4) a oe savet beteg ar barados ; hag e klevaz eno komzou dudius, ha na hell ket an den ho lavaret. (5) Gallout a ran en em c’hlorifia divarben an den-ze ; mes ne fell ket d’in en em c’hlorifia ac’hanoun va-unan, nemed euz va infirmiteou. (6) Ma karfen en em c’hlorifia, ne vefen ket foll, rag ne lavarfen nemed ar wirionez ; mes en em virout a ran a gement-se, gant aoun na zeufe den d’am istim en tu-all d’ar pez a vel enoun, pe d’ar pez a glev ganen. (7) Ha gant aoun ne deujen d’en em zevel re huel, abalamour d’am revelationou kaer meurbed, ez euz bet lakeat d’in em c’hig eur broud, eun eal euz a Satan, da ober mêz d’in, evit harz ac’hanoun d’en em huellaad. (8) Teir gwech em euz pedet an Aotrou d’hen pellaad diouzin, (9) mes an Aotrou hen deuz lavaret d’in : Va gras a zo awalc’h evidoud ; rag va galloud en em ziskouez er zempladurez. En em c’hlorifia a rin eta kentoc’h euz va infirmiteou, evit ma teuio galloud ar C’hrist da choum enoun. (10) Evit se eo en em blijan em infirmiteou, en dismegansou, en ezomou, er persecutionou, en enkreziou abalamour d’ar C’hrist ; rag pa vezan dinerz, neuze eo e vezan krenv.

(11) Foll oun bet oc’h en em vanti ; c’houi eo hoc’h euz va lakeat d’hen ober, rag c’houi eo a dlie beza lavaret vad divar va fen, rag n’oun ket bet disterroc’h en netra eged ar re vrassa euz an ebestel, petra-benag n’ed oun netra. (12) Ar preuvennou euz va abostolach ho deuz lugernet en ho touez dre eur batianted parfet, dre vurzudou, oberou souezus ha miraclou. (13) Rag e pe tra ez hoc’h-hu bet izelloc’h eged an Ilizou all, nemed abalamour n’em euz ket bec’hiet ac’hanoc’h ? Pardonit d’in an tor em euz bet. (14) Setu me prest, evit an derved gwech da vond adare d’ho kavoud ; ha na veot ket bec’hiet ganen, rag c’houi hoc’h-unan eo a glaskan, ha nann ho madou ; rag n’e ket ar vugale a dle dastum evit ho zadou, mes an tadou evit ar vugale. (15) Hag evidoun-me a zo contant braz da zispign, hag en em dispign a rin c’hoas va-unan