Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/366

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
357
II. CORINTIED, XII.

ma’z oc’h fur hoc’h-unan, ec’h andurit hep poan ar re foll. (20) Rag mar deu unan-benag d’ho mestronia, mar deu unan-benag d’ho tevori, mar deu unan-benag da gregi enoc’h, d’en em zevel, d’ho skei var ho pizach, ec’h andurit kement-se holl. (21) Mêz em euz ouz hen lavaret, bet omp sempl ; koulskoude, (breman e komzan evel eun den foll), kement tra a hell unan all credoud ober, me a gred ive hen ober. (22) Hag int a zo Hebreed ? me a zo ive. Hag int a zo Israelited ? me a zo ive. Hag int a zo lignez Abraham ? me a zo ive. (23) Hag int a zo ministred ar C’hrist ? (evel eun den foll e komzan), me a zo muioc’h c’hoas egethe ; muioc’h dre al labouriou, kalz muioc’h dre ar gouliou, muioc’h dre ar prizoniou ; alies en danjer ar maro ; (24) digant ar Judevien em euz bet beteg pemp gwech daou-ugent taol scourjez nemed unan ; (25) teir gwech ez oun bet skoet gant bizier ; eur vech ez oun bet meinet ; teir gwech ez oun bet kollet var vor ; tremenet em euz eun nozvez hag eun devez er mor doun ; (26) alies en hent ; en danjer var ar steriou braz, en danjer a-berz al laeron, en danjer e-touez tud va bro, en danjer e-touez ar Jentiled, en danjer er c’heariou, en danjer en dezertchou, en danjer var ar mor, en danjer e-touez ar fals-breudeur ; (27) er poaniou, el labouriou, er beilladennou alies, en naoun, er sec’hed, alies er iuniou, er ienien hag en noazder. (28) Ha bemdez, hep komz euz an traou all, ez oun gwasket gant ar zourciou euz an holl Ilizou. (29) Piou hen deuz poan, hep m’em euz-me ive poan ? Piou a zo scandalizet, hep ma teuan da zevi gant kement se ? (30) Mar d’eo red en em c’hlorifia, me en em c’hlorifio euz va infirmiteou. (31) Doue pehini a zo Tad hon Aotrou Jesus-Christ, ha pehini a zo benniget da viken, a oar na lavaran ket a c’hevier. (32) Er gear a Zamas, ar gouarner evit ar roue Aretas hen doa lakeat diwall kear an Damasiaded gant soudarded, evit gallout cregi enoun ; (33) mes dre eur prenest e oenn diskennet, en eur baner, a-hed ar voger, hag e tec’hiz euz tre he zaouarn.


CHABISTR XII.


ADRA-ZUR na zere ket ouzin en em veuli, rag dond a rafen da gomz euz a vizionou hag a revelationou a-berz an Aotrou. (2) Anaoud a ran eun den er C’hrist, pehini