Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/365

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
356
II. CORINTIED, XI.

serpant, na deufe ho sperejou d’en em gorrompi en eur dilezel ar simplicite a zo er C’hrist. (4) Rag, mar teufe unan-benag da brezeg deoc’h eur C’hrist dishenvel ouz an hini hon euz-ni prezeget, pe eur Spered all dishenvel ouz an hini hoc’h euz recevet, pe eun aviel dishenvel ouz an hini hoc’h euz digemeret, c’houi hen supportfe hep stourm. (5) Mes me a istim n’ed oun bet, var boent e-bed, disterroc’h eged ar re vrassa euz an ebestel. (6) Mar d’oun zo-ken, evit ar pez a zell al langach, evel eun den izel, n’ed oun ket evit ar pez a zell an anaoudegez ; mes en em roet hon euz da anaoud en ho touez e pep doare hag e pep tra. (7) Daoust ha me em befe great eur pec’hed oc’h en em izellaad va-unan, evit ma vijec’h huelleet, o tond da annons deoc’h evit netra Aviel Doue ? (8) Lakeat em euz var an noaz an Ilizou all, o kemer diganthe peadra d’en em antreteni, evit ho servicha, ha pa’z oun bet en em gavet ezomec en ho touez, n’ed oun en em lakeat da veac’h var den ; (9) rag ar breudeur deuet euz a Vacedonia ho deuz pourveet d’am ezomou. Hag e pep tra ez oun bet en em viret, hag en em viroud a rin c’hoas da lakaad beac’h varnoc’h. (10) Kemer a ran da dest gwirionez ar C’hrist, a zo enoun, den na viro ouzin ar veuleudi-man e broiou an Akaia. (11) Abalamour da betra ? abalamour n’ho karan ket ? Doue her goar. (12) Mes ober a ran kement-se, (hag hen ober a rin c’hoas), evit lemmel pep digarez digant ar re a glask digareziou, evit ma vezint kavet henvel ouzimp en traou euz a bere e tennont gloar. (13) Rag ar seurt tud-ze a zo fals-ebestel, labourerien tromplus dic’hizet en ebestel ar C’hrist. (14) Ha kement-se n’eo ket souezus, rag Satan he-unan a zeu d’en em dic’hiza en eun eal a sclerijen. (15) N’eo ket eta souezus mar deu he vinistred d’en em dic’hiza ive en servicherien ar justis ; mes fin ar re-man a vezo henvel ouz ho oberou.

(16) Hen lavaret a ran c’hoas : Diwallit na zeuio den d’am c’hemeret evel eun den foll ; pe, da vihana, supportit ac’hanoun evel eun den foll, evit ma c’hellin ive en em c’hlorifia eun neubeudic. (17) Ar pez a lavaran er fizians-se gant pehini en em c’hlorifian, n’hen lavaran ket hervez an Aotrou, mes evel dre follentez. (18) Pa’z eo gwir ez euz kalz hag a denn gloar hervez ar c’hig, me ive a denno gloar evelthe. (19) Rag c’houi, o veza