a-ziaveaz d’en em distruja, an diabarz a vez renevezet euz an eil deiz d’egile ; (17) rag hon affliction skanv euz an amzer brezant a zeu da brodui enomp eur pouez eternel a c’hloar meurbed excellant ; (18) pa’z eo gwir ne zellomp ket ouz an traou visibl, mes ouz an traou invisibl ; rag an traou visibl a zo evit eun amzer, mes ar re invisibl a zo eternel.
AG gouzoud a reomp penaos, mar d’eo distrujet an danten-man, an ti douar-man en pehini e choumomp, hon euz ebarz an envou eun ti-all a-berz Doue, eun ti eternel, ha n’eo ket bet great gant dorn an den. (2) Rag huanadi a reomp en danten-man, o tezirout gant nerz beza gwisket gant hon ti a zo euz an env ; (3) mar digouez deomp koulskoude beza kavet gwisket, eleac’h beza en noaz. (4) Rag ni pere a zo en danten-man, ne reomp nemed huanadi dindan ar beac’h, o veza ma fell deomp, eleac’h beza divisket, beza gwisket, evit ma vezo ar pez a zo marvel lounket gant ar vuez. (5) Hag an hini hen deuz great ac’hanomp evit kement-se, eo Doue pehini ive hen deuz roet deomp an arrez euz he Spered. (6) Ato eta ez omp leun a fizians, ha gouzoud a reomp penaos e-pad ma’z omp o choum er c’horf-man, emomp pell diouz an Aotrou. (7) (Rag dre ar feiz eo e valeomp, ha nann dre ar gwelet.) (8) Mes leun omp a fizians, ha gwelloc’h eo ganeomp kuitaad ar c’horf-man, ha beza e-kichen an Aotrou o choum. (9) Evit se eo e reomp hor fossubl da veza agreabl dezhan, pe e vez red deomp choum er c’horf-man, pe mond kuit euz anezhan. (10) Rag red eo deomp holl parissa dirag tribunal ar C’hrist, evit ma recevo pep hini hervez ar mad pe an droug hen devezo great, e-pad ma oa er c’horf. (11) Oc’h anaoud eta an doujans a zo dleet d’an Aotrou, e poaniomp evit lakaad an dud da gredi ; ha Doue a anavez ac’hanomp, hag esperoud a ran ive ez omp anavezet ganeoc’h en ho coustians, (12) rag n’en em recommandomp ket a-nevez deoc’h, mes rei a reomp deoc’h leac’h d’en em c’hlorifia abalamour deomp, evit ma c’hellot kaout peadra da respont d’ar re en em c’hlorifi euz an diaveaz, ha nann er galon. (13) Rag, pe ni a zo er meaz ac’hanomp hon-unan, evit Doue eo, pe ni a choum en hor skiant-vad,