Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/358

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
349
II. CORINTIED, VI.

evidoc’h eo. (14) Rag karantez ar C’hrist a bres ac’hanomp, o veza ma credomp stard penaos, mar d’eo marvet unan evit an holl, neuze an holl a zo maro ; (15) hag evit an holl eo bet marvet, evit ma teui ar re a zo beo, da veva nann evithe ho-unan, mes evit an hini a zo maro ha resussitet evithe. (16) Evel-se, a-vreman, na anavezomp den hervez ar c’hig ; ha memeus mar hon euz anavezet ar C’hrist hervez ar c’hig, breman n’hen anavezomp mui evel-se. (17) Mar d’euz eta unan-benag hag a zo er C’hrist, hennes a zo eur c’hrouadur nevez ; an traou koz a zo tremenet ; setu deuet pep tra da veza nevez. (18) Hogen, an holl draou-ze a zeu euz a Zoue, pehini hen deuz hon unanet a-nevez ganthan dre Jesus-Christ, hag hen deuz roet deomp ar garg a adunvaniez. (19) Rag Doue a oa er C’hrist, oc’h adunvani ar bed ganthan he-unan, o viret da gounta dezhe ho fec’hejou ; hag hen deuz lakeat enomp ar gomz a adunvaniez.

(20) Ober a reomp eta ar garg a gannaded evit ar C’hrist, evel pa vez Doue he-unan oc’h exhorti dreizomp ; hag en hano ar C’hrist eo e pedomp ac’hanoc’h stard : Bezit unanet a-nevez gant Doue ! (21) Rag an Hini n’hen deuz ket anavezet ar pec’hed, a zo bet tretet ganthan evel pec’her abalamour deomp, evit ma teuimp-ni da veza just euz a justis Doue enhan.


CHABISTR VI.


PA’Z eo gwir eta ez omp ken-labourerien assambles gant Doue, ho pedi a reomp stard da ober en hevelep doare ma n’ho pezo ket bet gras Doue en vên. (2) Rag hen a lavar : Me em euz da zelaouet en amzer favorabl, hag em euz da zicouret e deiz ar zilvidigez. Setu breman an amzer favorabl ; setu breman deiz ar zilvidigez. (3) Ne roomp scandal e-bed, en nep doare, evit na vezo tamal e-bed var hor c’harg. (4) Mes klask a reomp beza kavet mad e pep tra, evel servicherien da Zoue, en eur batianted vraz, en afflictionou, en tourmanchou, en enkreziou, (5) er gouliou, er prizoniou, er seditionou, el labouriou, er veilladou, er iunou, (6) er burete, er wiziegez, en hirc’houzanvedigez, en dousder, dre ar Spered-Santel, (7) dre eur garantez gwirion, dre gomz ar wirionez, dre nerz Doue, dre armou ar justis, pere a zalcher a-zeo hag a-gleiz ; (8) e-kreiz an henor hag