en Ephesus, pe seurt profit em euz-me euz a gement-se ? Ma ne deu ar re varo da resussita, debromp hag evomp, rag varc’hoas e varvimp. (33) N’en em dromplit ket : an darempredou fall a goll ar vuez vad. (34) Savit euz ho mezventi evit beva er justis, ha na bec’hit ket ; rag bez’ a zo darn hep anaoudegez a Zoue ; hen lavaret a ran evit ho prassa mêz.
(35) Mes unan-benag a lavaro : Penaos a teu ar re varo da resussita ? Gant pe seurt corf e teuont-hi ? (36) Den diskiant, ar pez a hadez na zeu ket da veza beo, ma na varv ket da genta. (37) Hag evit ar pez a hadez, n’e ket ar c’horf a dle genel eo a hadez, mes eur c’hreunen noaz, evel ma c’hoarvez, eur c’hreunen winiz, pe eun had all-benag. (38) Mes Doue a ro dezhi eur c’horf evel ma plij ganthan, ha da bep haden ar c’horf a zere outhi. (39) Peb kig n’eo ket ar memeus kig ; mes kig an dud a zo unan, ha kig al loened a zo unan all, ha kig ar pesked unan all, ha kig al lapoused unan all. (40) Beza ez euz ive corfou celestiel, ha corfou euz an douar ; mes skeud ar re celestiel a zo dishenvel euz hini ar re euz an douar ; (41) dishenvel eo skeud an heol, hag hini al loar, hag hini ar stered ; rag eur stereden a zo dishenvel diouz eur stereden all dre he skeud. (42) Evel-se ive e c’hoarvez gant resurrection ar re varo. Ar c’horf a vez hadet sujet d’ar vreinadurez, resussita a ra hep gallout mui breina : (43) hadet e vez en dizhenor, resussita a ra leun a c’hloar ; hadet e vez er zempladurez, resussita a ra leun a nerz ; (44) hadet e vez corf aneval, resussita a ra corf spirituel ; beza ez euz eur c’horf aneval, ha beza ez euz eur c’horf spirituel, (45) evel ma’z eo scrivet : An den kenta, Adam, a zo bet great eun ene beo ; mes an diveza Adam a zo eur Spered hag a ro buez ; (46) hogen, n’eo ket ar pez a zo spirituel a zo da genta, mes ar pez a zo aneval ; ar pez a zo spirituel a zeu varlerc’h. (47) An den kenta, o veza bet tennet euz an douar, a zo douar ; mes an eil den, an Aotrou, a zo euz an env. (48) Evel ma ema an hini a zo euz an douar, evel-se ive ema ar re a zo euz an douar ; hag evel ma ema an hini a zo euz an env, evel-se ive ema ar re a zo euz an env. (49) Hag evel ma tougomp imach an hini a zo euz an douar, e tougimp ive imach an hini a zo euz an env.
(50) Hogen, breudeur, ar pez a