Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/350

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
341
I. CORINTIED, XVI.

lavaran eo an dra-man, penaos ar c’hig hag ar goad na hellont ket herita euz a rouantelez Doue, na ken neubeud ar vreinadurez herita euz an divreinadurez. (51) Setu, e lavaran deoc’h eur myster : Na varvimp ket holl, mes holl e vezimp chenchet, (52) en eur momant, en eur zerlagad, pa zono an drompil diveza ; rag an drompil a zono, hag ar re varo a resussito divreinus, hag e vezimp chenchet. (53) Rag red eo d’ar c’horf breinus-man beza gwisket gant an divreinadurez, ha d’ar c’horf mortel-man beza gwisket gant an immortalite. (54) Hogen, pa hen devezo ar c’horf breinus-man gwisket an divreinadurez, hag ar c’horf mortel-man gwisket an immortalite, neuze e vezo accomplisset ar gomz-man euz ar Scritur : Ar maro a zo bet lounket er victor. (55) O maro ! peleac’h ema da flem ? O maro ! peleac’h ema da victor ? (56) Hogen, flem ar maro eo ar pec’hed ; ha galloud ar pec’hed eo al lezen. (57) Mes ra vezo rentet grasou da Zoue, pehini hen deuz roet deomp ar victor dre hon Aotrou Jesus-Christ. (58) Rag-se, va breudeur muia-karet, choumit zounn, ha stard en ho sa, o labourat muioc’h-mui en oeuvr an Aotrou, o c’houzout penaos ho labour n’eo ket didalvoudus en Aotrou.


CHABISTR XVI.


EVIT ar pez a zell ar gest a rer breman evit ar zent, grit evel m’em euz gourc’hemenet d’an Ilizou euz a Galatia. (2) D’an deiz kenta euz a bep sizun, ra lako pep hini ac’hanoc’h a-gostez en he di eun dra-benag, o tastum ar pez a hello, hervez he c’hounidegez, evit na vezo ket ar gest da ober, pa erruin. (3) Ha pa vezin erruet, me a gasso gant lizerou ar re ho pezo choazet, da gas ho tonezonou da Jerusalem. (4) Ha mar d’eo deread ez afen-me ive va-unan, e teuint assambles ganen. (5) Ouzpen, mond a rin d’ho kavout, goude ma em bezo tremenet dre ar Vacedonia ; rag tremen a rin dre ar Vacedonia. (6) Ha marteze e choumin eur pennad amzer ganeoc’h, marteze zo-ken da c’hoanvi, evit beza ambrouget ganeoc’h en pe leac’h-benag ma’z in. (7) Rag ne fell ket d’in ho kwelet breman, en eur dremen ; mes esperoud a ran choum ganeoc’h eur pennad amzer, mar permet an Aotrou. (8) Koulskoude e choumin en Ephesus beteg ar Fentecost ; (9) rag eun nor vraz a zo digor d’in eno gant