Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/348

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
339
I. CORINTIED, XV.

ar C’hrist ken neubeud n’eo ket resussitet. (14) Ha mar n’eo ket resussitet ar C’hrist, neuze hor fredication a zo didalvoudus, hag ho feiz-c’houi a zo didalvoudus ive. (15) C’hoarvezoud a ra zo-ken ma’z omp testou faoz e-kenver Doue ; rag rentet hon euz an desteni-man divarben Doue, penaos hen deuz resussitet ar C’hrist, pehini n’eo ket bet resussitet ganthan, mar d’eo gwir ne deu ket ar re varo da resussita. (16) Rag mar ne deu ket ar re varo da resussita, ar C’hrist ken neubeud n’eo ket resussitet. (17) Ha mar n’eo ket resussitet ar C’hrist, ho feiz-c’houi a zo didalvoudus, hag ez oc’h c’hoas en ho pec’hejou. (18) Neuze eta, ar re a zo maro er C’hrist, a zo ive kollet. (19) Mar d’eo evit ar vuez-man hep-ken hon euz esperans er C’hrist, ez omp ar mizerapla euz an holl dud.

(20) Mes breman, ar C’hrist a zo resussitet a-douez ar re varo, hag ez eo deuet da veza ar c’henta frouez euz ar re a zo maro. (21) Rag, pa’z eo gwir eo deuet ar maro dre eun den, dre eun den ive eo deuet resurrection ar re varo. (22) Rag, evel ma varv an holl en Adam, evel-se ive er C’hrist an holl a vevo adare ; (23) mes pep hini en he renk he-unan ; ar C’hrist eo ar c’henta-frouez, goude-ze ar re a zo d’ar C’hrist, en he zonedigez. (24) Goude-ze e teuio ar fin, pa hen devezo roet ar rouantelez etre daouarn Doue an Tad, ha distrujet pep rouantelez peb otorite ha pep galloud ; (25) rag red eo dezhan ren bete ma hen devezo lakeat he holl enebourien dindan he dreid. (26) An diveza enebour a vezo distrujet eo ar maro ; (27) rag Doue hen deuz lakeat pep tra dindan he dreid. Hogen, pa lavar ez eo bet lakeat pep tra dindan-han, ez eo sclear penaos an hini hen deuz lakeat pep tra dindan-han, n’ema ket he-unan dindan-han. (28) Ha pa vezo bet lakeat pep tra dindan-han, neuze ive ar Mab he-unan a vezo lakeat dindan an hini hen deuz lakeat pep tra da blega dezhan, evit ma vezo Doue holl en holl.

(29) Anez, petra a rai ar re a zo badezet evit ar re varo ? Mar ne deu hini e-bed euz ar re varo da resussita, perag neuze ez int-hi badezet evit ar re varo ? (30) Ha perag emomp-ni ive hon-unan en danjer da bep heur ? (31) Bemdez e varvan ; hen assuri a ran deoc’h dre al leac’h em euz d’en em c’hlorifia ac’hanoc’h en Jesus-Christ hon Aotrou. (32) Mar d’eo en gwel euz ar bed-man em euz combatet ouz al loened gwez