Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/347

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
338
I. CORINTIED, XV.

(36) Daoust ha diganeoc’h-hu eo deuet Ger Doue, pa daoust ha beteg enoc’h-hu hep-ken e vefe deuet ?

(37) Mar d’euz unan-benag hag a sonj dezhan beza profet, pe kaoud Spered Doue, ra anzavo penaos an traou a scrivan deoc’h a zo gourc’hemenou a-berz an Aotrou. (38) Ha mar d’euz unan-benag hag a fell dezhan choum heb anaoudegez var gement-man, ra choumo.

(39) Evel-se eta, breudeur, desirit gant nerz an donezon da c’hallout profetisa, ha na zifennit ket ouz an den komz langachou estranjour. (40) Ra vezo great pep tra deread ha gant reiz.


CHABISTR XV.


DIGAS a ran da zonj deoc’h, breudeur, euz an Aviel em euz prezeget deoc’h, hag hoc’h euz recevet, hag en pehini e kendalc’hit ferm, (2) dre behini ive ez oc’h salvet, mar hen dalc’hit evel ma em euz hen prezeget deoc’h ; anez ne dalfe netra deoc’h beza credet. (3) Hogen, disket em euz deoc’h, da genta, ar pez em boa va-unan recevet : penaos ez eo marvet ar C’hrist evit hor pec’hejou, hervez ar Scrituriou ; (4) ha penaos eo bet sebeliet, hag ez eo resussitet an trede deiz, hervez ar Scrituriou ; (5) penaos eo bet gwelet gant Cephas, ha goude-ze, gant an daouzec ; (6) goude-ze, eo bet gwelet, en eur vech, gant ouz-pen pemp kant breur, euz a bere unan-benag a zo maro hag an darnvuia a zo c’hoas beo. (7) Goude-ze, eo bet en em diskouezet da Jakes, ha neuze d’an holl ebestel, (8) ha goude ar re all, ez eo ive en em diskouezet d’in-me, evel da eur c’hrouadur ganet araog an termen. (9) Rag me a zo an distera euz an ebestel, me pehini n’oun ket dign da veza galvet abostol, rag persecutet em euz Iliz Doue. (10) Mes dre c’hras Doue ez oun ar pez ma’z oun ; hag he c’hras pehini a zo bet roet d’in, n’eo ket bet didalvoudus ; mes labouret em euz kalz muioc’h egethe holl ; n’e ket me koulskoude, mes gras Doue pehini a zo ganen. (11) Evel-se eta, pe eo me, pe int a brezeg, setu aze ar pez a brezegomp, ha setu aze ar pez hoc’h euz credet.

(12) Hogen, mar prezeger ez eo resussitet ar C’hrist a-douez ar re varo, penaos e teu hinienou en ho touez da lavaret n’euz ket a resurrection ar re varo ? (13) Mes mar n’euz ket a resurrection evit ar re varo,