Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/344

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
335
I. CORINTIED, XIV.

an arem hag a zôn, pe evel eur zimbalen skiltrus. (2) Ha pa’m befe an donezon da brofetisa, ha pa anavezfen an holl mysteriou hag an holl skiantchou ; ha pa’m befe an holl feiz beteg diblasi ar meneziou ; ma n’em euz ket ar garantez, n’ed oun netra. (3) Ha pa rofen va holl vadou evit maga ar beorien, ha pa rofen va c’horf evit beza devet ; ma n’am euz ket ar garantez, kement-se ne zervich d’in da netra.

(4) Ar garantez a zo hir-c’houzanvus, leun a vadelez ; ar garantez n’eo ket c’hoantaüs ; ar garantez ne blij ket dezhi en em veuli ; n’em em c’houez ket gant an ourgouil ; (5) ne ra netra divalo ; na glask ket he interest he-unan ; ne fach ket ; ne sonj droug e-bed ; (6) ne gemer ket a blijadur en injustis, mes en em rejouissa a ra deuz ar wirionez ; (7) supporti a ra pep tra, cridi a ra pep tra, esperoud a ra pep tra, gouzanvi a ra pep tra. (8) Ar garantez na dremeno biken.

Evit ar pez a zell ar profesiou, tremen a raint, al langachou a baouezo, hag ar wiziegez a vezo kasset da netra ; (9) rag ne anavezomp ha ne brofetisomp ket mad a-walc’h ; (10) mes pa vezo deuet ar pez a zo parfet, neuze ar pez n’eo ket parfet a dremeno. (11) Pa oann bugel, e komzen evel eur bugel, e comprenen evel eur bugel, e rezonen evel eur bugel ; mes pa’z oun deuet da veza den, em euz dilezet kement a oa euz ar bugel. (12) Breman e velomp dre eur mellezour, hep gwelet sclear, mes neuze e velimp faç ouz faç ; breman ne anavezan ket mad, mes neuze ec’h anavezin evel ma’z oun bet anavezet.

(13) Breman eta, e choum an tri dra-man ; ar feiz, an esperans, ar garantez ; mes ar brassa anezhe eo ar garantez.


CHABISTR XIV.


DALC’HIT da heuil ar garantez ; c’hoantait ive gant ardor an donezonou spirituel, mes dreist holl an donezon da brofetisa. (2) Rag an hini a gomz en eul langach ha n’eo ket anavezet, na gomz ket ouz an dud, mes ouz Doue, pa’z eo gwir ne intent den anezhan, hag e lavar mysteriou en he spered. (3) Mes an hini a brofetis, a gomz ouz an dud, evit ho edifia, ho exhorti hag ho c’honsoli. (4) An hini a gomz eul langach ha n’eo ket anavezet, en em edifi he-unan ; mes an hini a brofetis, a edifi an Iliz. (5) Me a garfe ho kwelet holl o komz langachou, mes dreist holl o profetisa ;