Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/343

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
334
I. CORINTIED, XIII.

euz ar c’horf ? (16) Ha ma lavarfe ar skouarn : Pa n’e ket me eo al lagad, me n’ed oun ket euz ar c’horf ; daoust ha ne vefe ket koulskoude euz ar c’horf ? (17) Ma vije ar c’horf holl lagad, pe-leac’h e vije ar c’hlevet ? Ha ma vije holl klevet, pe-leac’h e vije ar c’houessa ? (18) Mes breman Doue hen deuz lakeat an izili, pep hini anezhe er c’horf, evel m’az eo bet plijet ganthan. (19) Ha c’hoas, ma ne vijent holl nemed eun ezel hepken, pe-leac’h e vije ar c’horf ? (20) Mes breman ez euz kalz a izili, hag eur c’horf hep-ken. (21) Hag al lagad na hell ket lavaret d’an dorn : N’am euz ket a ezom ac’hanoud ; na c’hoas ar pen d’an treid : N’am euz ket a ezom ac’hanoc’h. (22) Mes er c’hontrol, an izili euz ar c’horf hag a zeblant beza ar re zembla, a zo necesser. (23) Hag ar re a gav deomp a zo an neubeuta henorabl euz ar c’horf, e reomp dezhe eun henor brassoc’h : en hevelep doare ma teu ar re divaloa, da gaoud ar brassa henor. (24) Eleac’h ar re a zo deread n’ho deuz ket ezom a gement-se ; mes Doue hen deuz reizet ar c’horf assambles, en hevelep doare ma hen deuz roet mui a henor d’an hini a vanke henor dezhan ; (25) evit na vezo ket a zizunion er c’horf, mes m’ho devezo an izili ar memeus preder an eil evit egile. (26) Evel-se, mar souffr eun ezel, an holl izili a zouffr ganthan ; ha pa vez henoret eun ezel, an holl izili a zo er joa assambles ganthan. (27) Hogen, c’houi eo corf ar C’hrist, ha c’houi eo he vemprou, pep hini ac’hanoc’h. (28) Ha Doue hen deuz lakeat en Iliz, da genta, an ebestel ; d’an eil, ar brofeted ; d’an trede, an doctored ; neuze, ar re a ra miraclou ; ha goude-ze, ar re ho deuz an donezon da barea ar re glanv, da zicour, da c’houarn, da gomz meur a langach. (29) Daoust hag int a zo holl ebestel ? Daoust hag int a zo holl profeted ? Daoust hag int a zo holl doctered ? Daoust hag int a ra holl miraclou ? (30) Daoust hag int ho deuz holl an donezon da barea an dud klanv ? Daoust hag int a gomz holl meur a langach ? Daoust hag holl ec’h hellont ho rei da intent ? (31) Hogen, klaskit a-greiz ho calon kaoud an donezonou gwella, ha me a ia da ziskouez deoc’h eun hent excellantoc’h c’hoas.


CHABISTR XIII.


HA pa gomzfen langachou an dud, ha memeus langachou an elez ; ma n’em euz ket ar garantez, ez oun evel