Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/345

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
336
I. CORINTIED, XIV.

rag brassoc’h eo an hini a brofetis, eged an hini a gomz langachou, nemed dond a rafe d’ho rei da intent, evit ma teuio ac’hane edification d’an Iliz. (6) Breman, breudeur, mar teufen d’ho kavoud en eur gomz langachou ha na intentfe den anezhe, pe seurt vad a rafen-me deoc’h, ma ne lavarfen ket deoc’h komzou a revelation, pe a wiziegez, pe a brofesi, pe a zoctrin ? (7) Er memeus doare, mar ne deu an traou ha n’ho deuz buez e-bed mes pere a ra trouz, evel eur fleüt, pe eun delen, da rei toniou dishenvel, penaos e vezo gouvezet petra a vez canet gant ar fleüt, pe gant an delen ? (8) Ha mar deu an drompil da ober eun tôn ha na intento den petra eo, piou en em breparo evit ar gombat ? (9) Evel-se ive c’houi, mar grit eur brezegen en eul langach ha na hell den he gompren, penaos ec’h hallo an dud gouzout petra a livirit ? rag komz a reot en ear. (10) Na pegement a seurt geriou, evel a ouzoc’h, n’euz ket er bed ? Ha beza ez euz unan-benag ha na zinifife netra ? (11) Dre-ze, mar na ouzon ket petra a zinifi ar c’homzou-ze, e vezin eun divroad evit an hini a gomz, hag an hini a gomz eun divroad evidoun. (12) Evel-se eta, pa zesirit stard an donezonou spirituel, klaskit ho c’haoud en abondans evit edification an Iliz. (13) Abalamour da ze, an hini a gomz eul langach ha n’eo ket anavezet, ra c’houlenno an donezon d’hen rei da gompren. (14) Rag, mar pedan en eul langach dizanavezet, va spered a bed, mes va intentamant a choum difrouez. (15) Petra a zo eta da ober ? Me a bedo dre va spered, mes pidi a rin ive gant va intentamant. Me a gano dre va spered, mes cana a rin ive gant va intentamant. (16) Anez, mar bennigez dre da spered, penaos ec’h hello an hini a zalc’h plas eun ignorant respont Amen, goude da action a c’hras, pa ’z eo gwir ne oar ket petra a leverez ? (17) Gwir eo penaos an actionou a c’hras a rentez a zo mad meurbed ; mes ne roont edification e-bed d’ar re-all. (18) Trugarekaad a ran va Doue, abalamour ma komzan muioc’h a langachou egedoc’h holl ; (19) mes gwell e vez ganen lavaret en Iliz pemp ger gant va intentamant evit gallout ive kelen ar re all, eged dec mil en eul langach ha na intentfe den anezhan.

(20) Breudeur, na vezit ket bugale e-kenver ar skiant ; mes e-kenver ar fallentez bezit bugaligou ; hag evit ar pez a