Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/340

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
331
I. CORINTIED, XI.

net va liberte-me gant coustians unan-all ? (30) Ha mar debran gant action a c’hras, perag e vezin-me tamallet deuz eun dra evit pehini e rentan grasou. (31) Pe c’houi eta a zebro, pe c’houi a evo, pe c’houi a rai eun dra all-benag, grit pep tra evit gloar Doue. (32) Na roit skouer fall da zen e-bed, na d’ar Judevien, na d’ar Greked, na da Iliz Doue ; (33) evel-se e ran va-unan, o klask plijoud d’an holl e pep tra, hep klask va avantach va-unan, mes hini ar re all, evit ma vezint salvet.


CHABISTR XI.


KEMERIT skouer ouzin, evel ma kemeran va-unan ouz ar C’hrist.

(2) Breudeur, ho meuli a ran abalamour ma talc’hit sonj ac’hanoun en pep tra, ha ma virit va c’helenadurezou, evel ma em euz ho roet deoc’h. (3) Mes me a fell d’in e ouefac’h penaos ar C’hrist a zo chef var pep den, hag an den chef var ar vaouez, ha Doue chef var ar C’hrist. (4) Pep den hag a bed pe a brofetis, goloet he ben, a zishenor he chef. (5) Mes pep maouez hag a bed pe a brofetis dizolo he fen, a zishenor an hini a zo chef varnezhi ; rag ar memeus tra eo evel ma vefe touzet. (6) Mar n’eo ket goloet pen ar vaouez, ra droc’ho ive eta he bleo. Mes mar d’eo mezus da eur vaouez berraad he bleo, pe ho zroc’ha rez he fen, ra vezo goloet gant eur voal. (7) Evit ar pez a zell ouz ar goaz, na dle ket he-man golo he ben, o veza ma’z eo imach ha gloar Doue ; mes ar vaouez eo gloar ar goaz. (8) Rag, ar goaz n’eo ket bet tennet euz ar vaouez, mes ar vaouez a zo bet tennet euz ar goaz ; (9) ha n’eo ket ar goaz a zo bet crouet evit ar vaouez, mes ar vaouez evit ar goaz. (10) Dre-ze e tle ar vaouez, abalamour d’an elez, kaoud var he fen eur merk euz ar galloud dindan pehini ema. (11) Koulskoude, ar goaz n’ema ket heb ar vaouez, nag ar vaouez heb ar goaz, en Aotrou. (12) Rag evel ma’z eo bet kemeret ar vaouez euz ar goaz, evel-se ive ar goaz a zeu da c’henel euz ar vaouez ; mes pep tra a zeu euz a Zoue. (13) Barnit kement-se hoc’h-unan ; ha deread eo e teufe eur vaouez da bedi Doue, hag he fen dizolo ? (14) Daoust hag an natur he-unan ne ro ket deoc’h da anaoud ez eo mezus da eur goaz kaout bleo hir ; (15) mes mar he deuz ar vaouez bleo hir, kement-se a zo eun henor evithi, rag ar bleo a zo roet dezhi evit voal ? (16) Mar fell da unan-benag con-