Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/341

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
332
I. CORINTIED, XI.

testi, evidomp-ni n’hon euz ket ar c’hiz-ze, nag Ilizou Doue ken neubeud.

(17) Hogen, er pez ma’z an da ziscleria deoc’h, ne veulan ket ac’hanoc’h : en em dastum a rit assambles, n’e ket evit dond da veza gwelloc’h, mes falloc’h. (18) Rag, da genta, e klevan penaos pa en em assamblit en Iliz, e vez divisionou en ho touez (19) (ha credi a ran lod euz a gement-se, rag red eo e teufe eur rum en ho touez, da zevel a-enep eur rum all, evit ma vezo anavezet ar re a zo approuvet en ho touez). (20) Pa zeuit eta assambles en eur memeus leac’h, n’e ket evit dibri Koan an Aotrou e teuit ; (21) rag pa vezer o preda, pep hini a gemer he goan he-unan, hep gortoz ar re all ; hag evel-se unan hen deve naoun, hag eun all a vez leun. (22) Petra, ha n’hoc’h euz-hu ket tiez evit dibri hag eva ? Pe otramant, hag ober a rit-hu fae var Iliz Doue, ha c’hoant hoc’h euz-hu da ober mêz d’ar re n’ho deuz netra ? Petra a livirin-me deoc’h ? Hag ho meuli a rin-me ? Na veulan ket ac’hanoc’h var gement-se. (23) Rag recevet em euz digant an Aotrou ar pez em euz ive desket deoc’h ; penaos an Aotrou Jesus, en noz en pehini e oe trahisset, a gemeraz bara ; (24) hag o veza rentet grasou, e torraz anezhan, hag e lavaraz : Kemerit, debrit ; he-man eo va c’horf, pehini a zo torret evidoc’h ; grit kement-man en memor ac’hanoun. (25) Evel-se ive, goude beza koaniet, e kemeraz ar c’halir, hag e lavaraz : Ar c’halir-man eo an allians nevez em goad ; grit an dra-man en memor ac’hanoun, ken alies gwech ma c’hevot euz anezhan. (26) Rag ken alies gwech ma tebrot euz ar bara-man, ha ma c’hevot euz ar c’halir-man, e tiscleriot maro an Aotrou, bete ma teuio. (27) Evel-se eta, piou-benag a zebro euz ar bara-man, hag a evo euz ar c’halir-man euz an Aotrou indignamant, a vezo coupabl euz a gorf hag euz a oad an Aotrou. (28) Ra zeui eta pep hini d’en em amprouv he-unan, ha ra zeui evel-se da zibri euz ar bara-man ha da eva euz ar c’halir-man ; (29) rag an hini a zebr hag a ev indignamant, hep discerni corf an Aotrou, a zebr hag a ev he gondaonation he-unan. (30) Abalamour da ze ez euz en ho touez kalz a dud sempl hag a dud klanv, hag ez euz marvet meur a hini. (31) Rag ma karfemp en em varna hon-unan, ne vefemp ket barnet. (32) Mes pa vezomp barnet, an Aotrou a gastiz ac’hanomp, evit na