gweza. (13) N’eo c’hoarvezet ganeoc’h tentation e-bed, hag a vez bet dreist nerz an den. Hogen, Doue a zo fidel, ha na bermeto ket e vec’h tentet en tu-all d’ho nerz ; mes gant an dentation e tiskouezo ive an hent da zond er meaz anezhi, evit ma c’hellot he anduri.
(14) Rag-se, va muia-karet, tec’hit diouz an idolatriach. (15) Komz a ran deoc’h evel ouz tud a skiant ; barnit hoc’h-unan ar pez a lavaran. (16) Ar c’halir a vennoz pehini a vennigomp, ha n’eo-hen ket ar gommunion e goad ar C’hrist ? Ar bara a doromp, ha n’eo-hen ket ar gommunion e corf ar C’hrist ? (17) Evel ma n’ez euz nemed eur bara hep-ken, ni, evidomp da veza kalz, n’ed omp nemed eur c’horf hep-ken ; rag holl hon euz lod er memeus bara. (18) Sellit ouz Israel hervez ar c’hig ; ar re a zebr ar sacrifisou, ha n’ho deuz-hi ket communion gant an aoter ? (19) Petra a lavaran-me eta ? ez eo an idol eun dra-benag ? pe, ez eo ar pez a zo sacrifiet d’an idol eun dra-benag ? (20) Nann ; mes lavaret a ran, penaos ar pez a vez sacrifiet gant ar Jentiled, her sacrifiont d’an drouk-sperejou, ha n’e ket da Zoue. Hogen, na fell ket d’in e teufac’h d’en em unani gant an drouk-sperejou. (21) Na hellit ket eva calir an Aotrou, ha calir an drouk-sperejou ; na hellit ket kaoud lod euz a daol an Aotrou, hag euz a daol an drouk-sperejou. (22) Ha c’hoant hon euz-ni da lakaad ar jalouzi da zevel e calon an Aotrou ? Ha krenvoc’h ez omp-ni egethan ?
(23) An holl draou a zo permetet d’in, mes pep tra n’eo ket talvoudec ; an holl draou a zo permetet d’in, mes pep tra na zervich ket da edification. (24) Ra zeuio pep hini da glask avantach ar re all, ha nann he hini he-unan. (25) Debrit euz a gement a verzer er gigerez, hep goulen tra e-bed, evit ar pez a zell ar goustians ; (26) rag : An douar, ha kement a zo enhan, a zo d’an Aotrou. (27) Mar deu eun den difeiz d’ho pedi, ha mar fell deoc’h mond, debrit euz a gement a vezo lakeat dirazoc’h, hep goulen tra e-bed evit ar pez a zell ar goustians. (28) Mes mar deu unan-benag da lavaret deoc’h : An dra-man a zo bet sacrifiet d’an idolou ; na zebrit ket, abalamour d’an hini hen deuz hoc’h avertisset, hag abalamour d’ar goustians ; rag : An douar, ha kement a zo enhan, a zo d’an Aotrou. (29) Hogen, ar goustians a lavaran-me, n’e ket da hini-te, mes coustians egile ; rag perag e vefe condao-