Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/338

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
329
I. CORINTIED, X.

(22) Bet oun evel febl gant ar re febl, evit gounid ar re febl ; en em c’hreat oun bet pep tra d’an holl, evit gallout e peb doare gounid unan-benag. (23) Ha kement-se holl a ran abalamour d’an Aviel, evit ma c’hellin kaoud lod enhan. (24) Ha na ouzoc’h-hu ket penaos, pa vezer o redec en eur redadec, an holl a red, mes unan hepken a receo ar priz ? Redit en hevelep feçon ma c’hounezfot ar priz. (25) Pep den hag a glask gounid var ar re all, en em briv a bep tra ; hag an dud-se a ra kement-se evit kaoud eur gurunen hag a zeu da vreina, mes ni her gra evit kaoud eur gurunen ha na vreino biken. (26) Redec a ran eta, n’e ket en avantur ; skei a ran, mes n’eo ket taoliou goullo ; (27) ha criz oun e-kenver va c’horf va-unan, hag e lakan anezhan da blega d’in, gant aoun goude beza prezeget d’ar re all, na ven me va-unan taolet kuit.


CHABISTR X.


NE fell ket d’in, breudeur, ec’h ignorfac’h penaos hon tadou a zo bet holl dindan ar goabren, hag ho deuz holl tremenet dre ar mor ; (2) hag ez int bet holl badezet en Moises ebarz er goabren hag er mor ; (3) hag ho deuz holl debret euz ar memeus boued spirituel ; (4) hag ho deuz holl evet euz ar memeus evach spirituel ; rag eva a rent dour euz ar roc’h spirituel pehini a heullie anezhe, hag ar roc’h-ze a oa ar C’hrist ; (5) mes an darn-vuia anezhe na oent ket agreabl da Zoue ; rag kweza a rejont maro ebarz an dezert. (6) Hogen an traou-ze a zo bet c’hoarvezet evit talvezoud da skouer deomp-ni, evit ne c’hoantaimp ket traou fall, evel ma c’hoantaaz ar re-ze. (7) Na deuit ket eta da veza idolatred, evel lod anezhe, hervez ma’z eo scrivet : Ar bobl a azezaz evit dibri hag eva, hag e savjont da zansal. (8) Diwallomp da gweza er pec’hed hudur, evel ma reaz lod anezhe ; hag e perissaz tri mil var-n’ugent anezhe er memeus dervez. (9) Ha diwallomp da denti ar C’hrist, evel ma reaz lod anezhe ; hag e oent distrujet gant ar serpanted. (10) Ha na vurmurit ket, evel ma reaz darn anezhe ; hag e oent lakeat da berissa gant an eal distrujer. (11) Hogen, an holl draou-ze a c’hoarvezaz ganthe evit servichoud da skouer ; ha scrivet int bet evit hor c’helen, ni pere a zo erru var fin an amzeriou. (12) Rag-se, an hini a gred beza en he za, diwallo da