Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/327

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
318
I. CORINTIED, II.


CHABISTR II.


EVIDOUN-ME, breudeur, pa oun deuet d’ho kavout, n’e ket gant komzou gwisket kaer, na gant furnez ar bed, ez oun deuet da ziscleria deoc’h testeni Doue. (2) Rag n’em euz klasket anaoud tra e-bed en ho touez, nemed Jesus-Christ, ha Jesus-Christ crucifiet. (3) Bet oun va-unan en ho touez er zempladurez, hag en aoun, ken a grenen. (4) Ha n’em euz ket impliet, en eur gomz hag en eur brezeg deoc’h, ar c’homzou eloquant euz a furnez ar bed, mes roet em euz preuvennou sclear euz ar spered hag euz ar galloud a Zoue ; (5) evit ma teuje ho feiz da veza fountet, nann var furnez an den, mes var ar galloud a Zoue.

(6) Hogen, prezeg a reomp ar furnez e-touez ar re barfet, eur furnez ha n’eo ket euz ar bed-man, nag euz a renerien ar bed-man pere n’ho deuz galloud e-bed ; (7) mes prezeg a reomp furnez Doue, en eur myster, eur furnez hag a oa kuzet, hag a oa bet destinet a bep amzer gant Doue evit hor gloar, (8) ha n’eo bet anavezet gant hini euz a renerien ar bed-man ; rag ma ho divije he anavezet, n’ho divije ket crucifiet Aotrou ar gloar. (9) Mes, hervez ma’z eo scrivet, ar re-man a zo traou ha n’hen doa na lagad an den ho gwelet, nag he skouarn ho c’hlevet, pere ne oant ket antreet en he galon, hag a oa bet preparet gant Doue evit ar re a gar anezhan. (10) Mes Doue hen deuz discleriet anezhe deomp dre he Spered ; rag ar Spered a zont pep tra, memeus an traou dounna euz a Zoue. (11) Rag piou a anavez ar pez a zo en den, nemed ar spered euz an den a zo enhan ? Evelse ive ne anavez den ar pez a zo en Doue, nemed ar Spered a Zoue. (12) Evidomp-ni, n’hon euz ket recevet spered ar bed, mes ar Spered a zeu euz a Zoue, evit anaoud an traou a zo bet roet deomp gant Doue ; (13) hag ho discleria a reomp nann gant ar c’homzou a zeu euz a furnez an den, mes gant ar re a zo desket deomp gant ar Spered-Santel, hag e tisplegomp an traou spirituel d’ar re a zo spirituel. (14) Hogen, an den aneval na gompren ket an traou euz a Spered Doue ; rag follentez int evithan, ha na hell ket ho anaoud, rag dre ar Spered a Zoue eo e ranker ho barna. (15) Mes an den spirituel a oar barna pep tra, ha n’ed eo barnet gant den. (16) Rag piou hen deuz anavezet