Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/328

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
319
I. CORINTIED, III.

mennoz an Aotrou evit galloud he gelen ? Mes ni hon euz mennoz ar C’hrist.


CHABISTR III.


EVIDOUN-ME, breudeur, n’em euz ket gallet komz ouzoc’h evel ouz tud spirituel ; mes evel ouz tud kigus, evel ouz bugaligou er C’hrist. (2) N’em euz ket roet deoc’h a gig, mes leaz da eva, rag ne oac’h ket c’hoas evit supporti kig ; ha breman memeus, ne hellit ket hen ober, rag c’houi a zo c’hoas kigus. (3) Rag pa’z eo gwir ez euz etrezoc’h jalouzi, dissension ha meur a barti, ha n’oc’h-hu ket kigus, ha na valeit-hu ket hervez an den ? (4) Rag pa lavar unan : Me a zo diskibl da Baol ; hag eun all : Me a zo diskibl da Apollos, ha n’oc’h-hu ket kigus ? (5) Piou eta eo Paol, ha piou eo Apollos, nemed servicherien dre bere hoc’h euz credet, hervez ma’z eo bet roet da bep hini anezhe gant an Aotrou ? (6) Me em euz plantet, Apollos hen deuz douret, mes Doue eo hen deuz lakeat da greski. (7) Evel-se ’ta, an hini a blant n’eo netra, nag an hini a zoura ken neubeud, mes Doue pehini a laka da greski. (8) Hogen, an hini a blant hag an hini a zoura a zo henvel ho daou, ha pep hini anezhe a recevo he recompans hervez he labour he-unan.

(9) Rag ni a zo labourerien assambles gant Doue ; c’houi eo park Doue, batis Doue. (10) Hervez ar c’hras a Zoue a zo bet roet d’in, me em euz, evel ma ra eur mestr-maçoner fur diazezet ar fondamant, hag eun all a vatis var-c’horre ; mes lako evez pep hini penaos e vatisso var-c’horre. (11) Rag den na hell diazeza fondamant all e-bed, nemed an hini a zo bet diazezet, pehini eo Jesus-Christ. (12) Mar deu unan-benag da vatissa var ar fondamant-man gant aour, pe arc’hant, pe mein precius, pe koat, foen, soul, (13) labour pep hini a vezo diskouezet ; rag an deiz hen roio da anaoud, rag discleriet e vezo dre an tân, hag an tân a ziskouezo petra eo labour pep hini. (14) Mar choum en he za labour an hini hen devezo batisset var ar font, an den-ze a recevo ar recompans. (15) Mar deu an tân da zevi labour unan-benag, e ranko anduri ar c’holl ; hen he-unan a vezo salvet, mes evel a-dreuz an tân.

(16) Ha na ouzoc’h-hu ket penaos ez oc’h an templ a Zoue, hag ema Spered Doue o cho-