Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/326

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
317
I. CORINTIED, I.

bet crucifiet evidoc’h, pe daoust ha c’houi a zo bet badezet en hano Paol ? (14) Trugarekaad a ran Doue abalamour n’am euz badezet hini ac’hanoc’h, nemed Crispus ha Gaïus ; (15) evit na lavaro den penaos em euz badezet em hano va-unan. (16) Badezet em euz ive famill Stephanas ; mes a-hend-all, na ouzon ket ha me em befe badezet c’hoas unan all-benag.

(17) Rag n’eo ket evit badezi hen deuz kasset ar C’hrist ac’hanoun, mes evit prezeg an Aviel, nann gant furnez ar gomz, gant aoun ne vez rentet dic’halloud croaz ar C’hrist. (18) Rag predication ar groaz a zo follentez evit ar re a ia da goll ; mes evidomp-ni pere a zo salvet, ez eo ar galloud a Zoue. (19) Rag scrivet eo : Me a zistrujo furnez ar re fur, hag a gasso da netra gwiziegez an dud a skiant. (20) Peleac’h ema an den fur ? Peleac’h ema ar Scrib ? Peleac’h ema an disputer euz ar bed-man ? Ha n’hen deuz ket Doue diskouezet ez eo furnez ar bed-man follentez ? (21) Rag, o veza n’hen deuz ket gallet ar bed, dre he furnez, anaoud Doue, e furnez Doue, ez eo bet plijet gant Doue savetei, dre ar follentez euz ar bredication ar re a gred. (22) E-pad ma ema ar Judevien o c’houlen miraclou, ha ma ema ar Greked o klask ar furnez, (23) ni a brezeg ar C’hrist crucifiet, scandal evit ar Judevien ha follentez evit ar Greked ; (24) mes evit ar re a zo galvet, ken Judevien ken Greked, ar C’hrist eo ar galloud a Zoue hag ar furnez a Zoue ; (25) rag ar follentez a Zoue a zo furoc’h eged an dud, hag ar zempladurez a Zoue a zo krenvoc’h eged an dud.

(26) Considerit, breudeur, penaos en ho touez-c’houi, pere a zo bet galvet, n’euz ket kalz a dud fur hervez ar c’hig, na kalz a dud galloudec, na kalz a noblans. (27) Mes Doue hen deuz choazet traou foll ar bed, evit ober mêz d’ar re fur, ha Doue hen deuz choazet traou dister ar bed, evit ober mêz d’ar re grenv, (28) hag an traou vil euz ar bed hag ar re a zo ar muia disprijet, memeus ar re n’int ket, a zo bet choazet gant Doue, evit kas da netra ar re a zo, (29) evit na zeuio den e-bed d’en em c’hlorifia dirazhan. (30) Hogen, dreizhan eo ez oc’h en Jesus-Christ, pehini a zo bet great evidomp a-berz Doue, furnez, justis, sanctification ha redemption ; (31) evit ma teui, hervez ma’z eo scrivet, an hini en em c’hlorifio, d’en em c’hlorifia en Aotrou.