ma’z omp bet digemeret gant ar C’hrist evit gloar Doue.
(8) Lavaret a ran eta penaos Jesus-Christ a zo bet ministr ar circoncision, evit diskouez ar fidelite a Zoue, en eur accomplissa ar promessaou great d’an tadou ; (9) hag evit ma teui ar Jentiled da c’hlorifia Doue abalamour d’he drugarez, hervez ar pez a zo scrivet : Abalamour d’an dra-man me a rento d’id meulodi e-touez ar Jentiled, hag e canin canticou d’az hano. (10) Lavaret eo bet c’hoas : En em rejouissit, Jentiled,gant he bobl. (11) Ha c’hoas : Nationou, meulit holl an Aotrou, ha c’houi poblou, celebrit anezhan holl. (12) Izaias a lavar ive : Dond a rai euz a Jesse eur c’hrizien hag a zavo evit gouarn ar Jentiled ; hag ar Jentiled a espero enhan.
(13) Ra zeui eta an Doue a esperans d’ho karga a bep seurt joa ha peoc’h, er feiz, evit ma creskot en esperans, dre c’halloud ar Spered-Santel.
(14) Evidoun-me, va breudeur, em euz ar greden ez oc’h leun a vadelez, karget a bep anaoudegez, ha capabl ive d’en em exhorti an eil egile. (15) Koulskoude, breudeur, em euz scrivet deoc’h gant mui a hardiegez marteze, evit digas da zonj deoc’h, euz an traou-man, hervez ar c’hras a zo bet roet d’in gant Doue, (16) da veza ar ministr euz a Jesus-Christ e-kenver ar Jentiled, ha da accomplissa an deveriou santel euz a garg Aviel Doue, evit ma vezo kavet mad an offrans euz ar Jentiled, o veza santifiet gant ar Spered-Santel. (17) Bez’ em euz eta leac’h d’en em c’hlorifia dre Jesus-Christ, en traou a zell ouz Doue. (18) Rag na gredfen komz a netra, ha ne vez bet great dreizoun gant ar C’hrist, dre ar gomz ha dre an oberou, evit lakaad ar Jentiled da zenti outhan ; (19) dre c’halloud ar miraclou hag ar burzudou ; dre c’halloud ar Spered a Zoue ; en hevelep doare ma em euz prezeget dre-holl Aviel ar C’hrist, adaleg Jerusalem hag ar broiou tro-var-dro, beteg an Illyria. (20) Hag evel-se em euz lakeat va holl zourci da brezeg an Aviel, eleac’h ne oa ket bet c’hoas klevet hano ar C’hrist, gant aoun ne zeufen da vatissa var fondamant eun all ; (21) hervez ma’z eo scrivet : Ar re da bere ne oa ket bet annonset her gwelo, hag ar re n’ho doa ket klevet komz anezhan, a glevo.
(22) Abalamour da ze ive oun bet harzet alies da vond beteg enoc’h. (23) Mes evel n’em euz ken breman affer e-bed