Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/321

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
312
ROMANED, XV.

Jesus, penaos n’euz netra souillet anezhan he-unan ; koulskoude an hini a sonj dezhan ez eo souillet eun dra, an dra-ze a zo souillet evithan. (15) Mes ma vez da vreur glac’haret ganez abalamour da eur boued-benag, n’en em gomportez mui hervez ar garantez. Ne laka ket da vond da goll, dre da voued, an hini evit pehini eo marvet ar C’hrist. (16) Diwallit eta ne vez drouk-komzet divarben al liberte hoc’h euz. (17) Rag rouantelez Doue n’ema ket en dibri nag en eva, mes er justis, er peoc’h, hag er joa dre ar Spered-Santel. (18) An neb a zervich ar C’hrist en doare-ze, a blij da Zoue, hag a vez kavet mad gant an dud.

(19) Klaskomp eta an traou a gas d’ar peoc’h, hag a hell hon edifia an eil hag egile. N’ed a ket da zistruj oeuvr Doue evit eun tam boued. (20) Gwir eo penaos pep tra a zo pur, mes eun dra fall eo d’an den ho dibri, en eur rei scandal. (21) Mad eo choum heb dibri kig, nag eva gwin, hag en em viret euz a gement a helfe lakaad da vreur da stronsa, pe da gweza, pe da zinerza. (22) Beza ec’h euz-te ar feiz-ze ? dalc’h anezhi enoud da-unan dirag Doue. Eürus an hini n’en em gondaon ket he-unan er pez a gav mad. (23) Mes an hini hen deuz douetans divarben eun tam boued, a zo condaonet mar tebr anezhan, abalamour n’hen gra ket gant feiz ; hogen kement tra n’ed eo ket great gant feiz, a zo pec’hed.


CHABISTR XV.


NI eta, pere a zo krenv, a dle supporti sempladurez ar re febl, eleac’h en em blijoud enomp hon-unan. (2) Ra zeui kentoc’h pep hini ac’hanomp da glask plijoud d’he nessa, er pez a zo mad, evit an edification ; (3) rag ar C’hrist ive n’eo ket en em blijet enhan he-unan ; mes evel ma’z eo scrivet : Dismegansou ar re a ra dismegans d’id, a zo kwezet varnoun-me. (4) Hogen, kement tra a zo bet scrivet gwech all, a zo bet scrivet evit hor c’helenadurez, evit ma hor bezo esperans, dre ar batianted hag ar gonsolation a zeu euz ar Scrituriou. (5) Gras deoc’h da gaoud digant an Doue a batianted hag a gonsolation ar memeus santimanchou an eil e-kenver egile, hervez Jesus-Christ ; (6) evit gallout gant ar memeus calon hag ar memeus genou, renta gloar da Zoue, pehini a zo Tad hon Aotrou Jesus-Christ. (7) Rag-se en em digemerit an eil egile, evel