er vro-man, ha ma em euz eur c’hoant vraz abaoe meur a vloaz da vond d’ho kwelet, (24) ez in d’ho kavout, pa vezin en hent evit mond d’ar Spagn ; rag esperoud a ran ho kwelet, en eur dremen, ha beza ambrouget ganeoc’h en hent varzu eno, goude m’am bezo da genta contantet eun neubeud ar c’hoant em euz da veza ganeoc’h. (25) Mes breman ez an da Jerusalem, da gas d’ar Zent eun tam sicour. (26) Rag ar re euz a Vacedonia hag euz a Akaia ho deuz kavet mad rei lod euz ho madou d’ar beorien a zo e-touez Sent Jerusalem. (27) Kement-se ho deuz kavet mad, hag evit-gwir, dleouiren e oant ive dezhe ; rag, mar ho deuz bet ar Jentiled lod euz ho madou spirituel, e tleont dond ive d’ho zicour en traou temporel. (28) Goude eta m’am bezo great kement-se, ha m’am bezo roet dezhe gant fidelite ar pez a zo da rei, e tremenin dre ho pro, en eur vond d’ar Spagn. (29) Hogen, gouzoud a ran, pa zeuin d’ho kavoud, e teuin karget euz benedictionou Aviel ar C’hrist.
(30) Ho pidi a ran eta, breudeur, dre hon Aotrou Jesus-Christ, ha dre garantez ar Spered, da gombati assambles ganen er pedennou a reot evidoun da Zoue ; (31) evit ma vezin delivret euz an dud difeiz euz ar Jude, hag evit ma vezo va c’harg en Jerusalem digemeret mad gant ar Zent ; (32) evit ma’z in d’ho kavout gant joa, dre volontez Doue, ha ma c’hallin kaoud eun tam repos en ho touez. (33) Ra vezo Doue ar peoc’h ganeoc’h holl ! Amen.
ECOMMANDI a ran deoc’h Phoebe, hor c’hoar, ha servicherez euz an Iliz a Genchrea ; (2) evit ma tigemerot anezhi en Aotrou, evel ma tere ouz ar Zent ; ha ma sicourot anezhi en kement tra ma c’halfe kaoud ezom ac’hanoc’h ; rag honnes he deuz recevet en he zi meur a hini, hag ac’hanoun-me dreist holl.
(3) Saludit Priscilla hag Akilas, va c’hen-labourerien en Jesus-Christ, (4) pere ho deuz exposet ho buez evit va hini-me ; ha n’e ket me hep-ken a deu d’ho zrugarekaad, mes ive holl Ilizou ar Jentiled. (5) Saludit ive an Iliz a zo en ho zi. Saludit Epaïnetus, va muia-karet, ar c’henta a zo bet en em gonvertisset d’ar C’hrist en Akaia. (6) Saludit Mari, pehini he deuz kemeret kalz a boan evidomp. (7) Saludit Andronicus ha Junia, va