Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/317

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
308
ROMANED, XII.

vet sauvach, ha mar d’oud bet, er c’hontrol d’an natur, greffet var eur vezen olivet vad ; pegement kentoc’h na vezo ket ar re a zo ar brancou naturel greffet var ho gwezen olivet ho-unan ?

(25) Rag ne fell ket d’in, breudeur, ec’h ignorfac’h ar myster-man, evit na veot ket fur dirag ho taou-lagad hoc’h-unan ; penaos eul loden euz a Israel a zo kwezet en dallentez, bete ma vezo holl bobl ar Jentiled antreet en Iliz. (26) Hag evel-se Israel holl a vezo salvet, hervez ma’z eo scrivet : Al liberatour a zeui euz a Sion, hag a bellaio euz a Jacob peb impiete ; (27) hag houman eo an allians a rin ganthe, pa lammin kuit ho fec’hejou.

(28) Gwir eo penaos, e-kenver an Aviel ez int enebourien, abalamour deoc’h ; mes e-kenver ar choaz a Zoue, ez int karet abalamour d’ho zadou, (29) rag donezonou ha galvedigez Doue ne hellont ket beza torret. (30) Hag evel ma’z oc’h bet ive gwech-all dizent ouz Doue, ha m’hoc’h euz koulskoude kavet breman trugarez dre ho dizentidigez ; (31) evel-se, ez int deuet breman da veza dizent, evit ma ho devezo trugarez, dre an drugarez a zo bet great deoc’h. (32) Rag Doue hen deuz lakeat an holl da veza assambles en dizentidigez, evit ober trugarez d’an holl.

(33) O dounder euz ar binvidigez, hag euz ar furnez, hag euz ar wiziegez a Zoue ! Pegen incomprenabl eo he varnedigeziou, pegen dies da anaoud he henchou ! (34) Rag piou hen deuz anavezet sonj an Aotrou, pe piou hen deuz roet eun ali-benag dezhan ? (35) Pe c’hoas, piou hen deuz roet eun dra-benag dezhan da genta, hag e vezo rentet dezhan adare ? (36) Rag an holl draou a zo diganthan, ha dreizhan, hag evithan : Dezhan ar gloar da viken ! Amen !


CHABISTR XII.


HO pedi a ran eta, breudeur, dre an drugarezou a Zoue, da rei ho corfou en sacrifis beo, santel, hag agreabl da Zoue, rag evel-se e tere ouzoc’h hen servicha. (2) Ha na gemerit ket skouer var ar bed-man, mes bezit chanchet holl, en eur zond da gaoud eur spered nevez, evit ma c’hanavezfot ez eo bolontez Doue mad, agreabl ha parfet.

(3) Hogen, lavaret a ran da bep hini ac’hanoc’h, dre ar c’hras a zo bet roet d’in, diwall da gaoud anezhan he--