Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/316

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
307
ROMANED, XI.

velont ket, ha diou-skouarn ha na glevont ket, beteg an devez-man. (9) Ha David a lavar : Ra vezo ho zaol evithe eur roued hag eur pech, eun occasion da gweza hag ho recompans ; (10) ra vezo ho daoulagad tenvaleet evit na velint ket, ha ra vezo ho c’hein daou-bleget da viken.

(11) Her goulen a ran eta : Daoust hag assoupi ho deuz great evit kweza ? Doue ra viro ! mes dre ho lam eo deuet ar zilvidigez d’ar Jentiled, evit lakaad ar jalouzi da zevel enhe. (12) Hogen, mar d’eo bet ho lam pen-caoz da binvidigez ar bed, hag ho c’holl pen-caoz da binvidigez ar Jentiled, pegement mui e vezo conversion ar bobl holl ?

(13) Rag me a lavar deoc’h-hu, Jentiled : O veza ma’z oun abostol ar Jentiled, e c’hlorifian va c’harg, (14) o klask, mar gallan, lakaad an dud euz va goad da c’hoantaad beza par d’ar re all, ha da zavetei unan-benag anezhe. (15) Rag mar d’eo deuet ar bed da veza unanet gant Doue, dre ma’z eo bet ar re-man taolet a-gostez, pa vezint galvet a-nevez, petra a vezo kement-se, nemed eur resurrection euz a varo ?

(16) Hogen, mar d’eo santel ar c’henta frouez, ar rest euz ar frouez a zo santel ive ; ha mar d’eo santel ar c’hrizien, ar brancou a zo santel ive. (17) Mes mar d’eo bet diskolpet unan-benag euz ar brancou, ha te, gwezen olivet sauvach, mar d’oud bet greffet en ho flas, ha mar d’oud deuet da gaoud lod er c’hrizien hag er mêl euz ar vezen olivet, (18) n’ed a ket da denna gloar d’id da-unan divar goust ar brancou ; pe mar grez, bez sonj n’eo ket te a zoug ar c’hrizien, mes ar c’hrizien, eo a zoug ac’hanoud. (19) Mes te a lavaro : Ar brancou a zo bet diskolpet, evit ma vijen-me greffet. (20) Mad ; diskolpet int bet abalamour ne gredent ket ; mes te a choum stard dre ar feiz ; diwall d’en em huellaad, mes bez var da aoun. (21) Rag mar n’hen deuz ket Doue espernet ar brancou naturel, laka evez gant aoun na espernfe ket ac’hanoud-de ken neubeud.

(22) Sell eta ouz ar vadelez hag ouz ar garventez a Zoue ; he c’harventez e-kenver ar re a zo kwezet, mes he vadelez en da genver-te, mar kendalc’hez en he vadelez ; anez, te ive a vezo diskolpet. (23) Hag evit ar pez a zell ar re-ze, mar na choumont ket en discredoni, e vezint greffet a-nevez ; rag Doue hen deuz ar galloud d’ho greffa adare. (24) Rag mar d’oud bet troc’bet euz ar vezen oli-