Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/318

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
309
ROMANED, XII.

unan eun istim brassoc’h eged n’eo dleet, mes kaout santimanchou deread, hervez ar muzur euz ar feiz a zo bet roet da bep hini. (4) Rag, evel ma hon euz en eur c’horf hepken kalz a izili, ha n’ho deuz ket an holl izili-ze ar memeus labour da ober ; (5) evel-se ni, petra-benag ma’z euz kalz ac’hanomp, ez omp eur c’horf hep-ken er C’hrist ; hag ez omp pep hini ac’hanomp iziii an eil d’egile ; (6) mes evel ma hon euz donezonou dishenvel, hervez ar c’hras a zo bet roet deomp, greomp usach anezhe, mar d’eo an donezon a brofesi, en eur exerci anezhi hervez muzur ar feiz ; (7) pe a zervich Doue, oc’h en em rei d’ar zervich-se ; pe a instruction, en eur instrui ; pe a exhortation, en eur exhorti. (8) Ra zeuio an hini a zistribu an aluzennou, d’hen ober gant lealded ; an hini a zo lakeat da brezidant, da ober he garg gant evez ; an hini a ra ceuvrou a vizericord, d’ho ober gant joa.

(9) Ra vezo ar garantez leal. Kemerit kas ouz an droug, en em stagit ferm ouz ar mad. (10) Evit ar pez a zell ouz ar garantez etre breudeur, bezit leun a deneredigez an eil evit egile. Er pez a zell ar respet, bezit leun a volontez vad an eil e-kenver egile. (11) Na vezit ket didalvez e-kenver ar zêl. Bezit leun a fervor en ho spered ; servichit an Aotrou. (12) Bezit joaüs en esperans, leun a batianted en afflictionou, ha kendalc’hit er beden. (13) Kemerit perz en ezomou ar zent ; bezit prim da zigemer en ho ti. (14) Bennigit ar re a deu d’ho persecuti ; bennigit, ha na roit ket ho malloz. (15) Bezit laouen gant ar re a zo laouen, ha gwelit gant ar re a zo o wela. (16) Ra vezo ar memeus santimanchou etrezoc’h ; na glaskit ket ar grandeuriou, mes en em gontantit euz an traou izel ; na vezit ket fur dirag ho taou-lagad hoc’h-unan.

(17) Na rentit da zen an droug evit an droug ; en em stagit ouz ar pez a zo mad dirag an holl dud. (18) Mar d’eo possubl, hag en kement ha ma tepant ouzoc’h, bevit en peoc’h gant an holl dud. (19) N’en em venjit ket hoc’h-unan, va breudeur muia-karet, mes lezit ar goler a Zoue da ober kement-se ; rag scrivet eo : Ar venjans a zo d’in-me ; me he rento, eme an Aotrou. (20) Rag-se, mar hen deuz da enebour naoun, ro da zibri dezhan ; mar hen deuz sec’hed, ro da eva dezhan ; rag en eur ober evel-se, e tastumi glaou-tan var he ben. (21) Na lez ket an droug da veza treac’h