Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/314

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
305
ROMANED, X.

(31) eleac’h Israel, pehini a glaske eul lezen a justis, n’eo ket deuet aben da gavoud al lezen-ze a justis. (32) Perag ? Abalamour n’ho deuz ket he c’hlasket dre ar feiz, mes dre oeuvrou al lezen : rag en em stropet int ouz ar mean a laka da gweza ; (33) evel ma’z eo scrivet : Setu e lakaan en Sion eur mean a wall-lam hag eur roc’h a scandal ; ha : Piou-benag a gred enhan, n’hen devezo ket a leac’h da gaoud mêz.


CHABISTR X.


BREUDEUR, dezir va c’halon, ha va feden da Zoue evit Israel, eo ma vezint salvet. (2) Rag rei a ran an desteni-man dezhe, penaos ho deuz zêl evit Doue ; mes eur zêl heb anaoudegez ; (3) rag evel na anavezont ket ar justis a Zoue, hag o klask etablissa ho justis ho-unan, n’ho deuz ket pleget d’ar justis a Zoue. (4) Rag ar C’hrist eo ar fin euz al lezen, evit justifia kement den a gred.

(5) Rag Moises a scriv evel-hen divarben ar justis a zeu euz al lezen : An den a rai an traou-man, a vevo dreizhe. (6) Mes ar justis a zeu dre ar feiz a gomz evel-hen : Na lavar ket en da galon : Piou a bigno en env ? Lavaret kement-se eo digas ar C’hrist d’an traon ac’hane ; (7) pe c’hoas : Piou a ziskenno e calon an douar ? Kement-se eo lakaad ar C’hrist da zevel a-douez ar re varo. (8) Petra eta a lavar-hi ? Ar ger a zo tost d’id, en da c’henou hag en da galon. Setu eno ger ar feiz a brezegomp. (9) Lavaret a ra penaos mar deuez da anzav a c’henou ez eo Jesus an Aotrou, ha mar credez en da galon hen deuz Doue savet anezhan a-douez ar re varo, e vezi salvet. (10) Rag euz ar galon e creder, evit kaoud ar justis, ha gant ar genou eo ec’h anzaver, (11) evit kaoud ar zilvidigez. Rag ar Scritur a lavar : Piou-benag a gred enhan, n’hen devezo ket a leac’h da gaoud mêz.

Rag n’euz ket a zifferans etre ar Judeo hag ar Grek, (12) rag holl ho deuz ar memeus Aotrou, (13) pehini a zo pinvidic evit ar re holl a c’halv anezhan. Rag piou-benag a c’halvo hano an Aotrou, a vezo salvet.

(14) Penaos eta e c’halvint-hi an hini en pehini n’ho deuz ket credet ? Ha penaos e credint-hi en hini euz a behini n’ho deuz ket klevet komz ? Ha penaos e klevint-hi, ma ne vez den da brezeg ? (15) Ha penaos e vezo prezeget, ma ne vez digasset den ? evel ma’z eo scrivet : Na peger kaer eo