Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/313

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
304
ROMANED, XI.

em bezo trugarez, hag em bezo truez euz an hini a behini em bezo truez. (16) Kement-se ne deu ket eta euz a volontez an den, nag euz an hini a red ; mes euz a Zoue pehini a ra trugarez. (17) Rag ar Scritur a lavar da Pharaon : Evit kement-man em euz da zavet, evit diskouez enoud va galloud, ha ma vezo discleriet va hano dre ar bed holl. (18) Ober a ra eta trugarez d’an neb ma plij dezhan, hag e laka da galedi an neb a fell dezhan.

(19) Hogen te a lavaro d’in : Perag e teu Doue c’hoas d’en em glem ? Rag piou a hell enebi ouz he volontez ? (20) Mes kentoc’h, O den, piou oud-de, evit disput ouz Doue ? Daoust hag ar pod-pri a lavaro d’an hini hen deuz great anezhan : Perag ec’h euz-te va great evel-hen ? (21) Daoust ha n’hen deuz ket ar poder ar galloud da ober euz ar memeus tolzen-bri, eur vessel evit usachou henorabl, hag unan all evit usachou disterroc’h ? (22) Ha petra da lavaret, mar hen deuz Doue, o felloud dezhan diskouez he goler ha rei da anaoud he c’halloud, anduret gant eur batianted vraz vesseliou ar goler, great evit ar gollidigez ? (23) Evit rei da anaoud ive ar pinvidigeziou euz he c’hloar var ar vesseliou a drugarez, great ganthan en avans evit ar gloar, (24) da lavaret eo, var-n’omp-ni pere a zo bet galvet ganthan, nann euz a-douez ar Judevien hep-ken, mes ive euz a-douez ar Jentiled ? (25) Hervez m’hen lavar ive er profet Osee : Me a c’halvo va fobl, ar re ne oant ket va fobl, ha va muia-karet, an hini ne oa ket va muia-karet ; (26) hag e c’hoarvezo penaos el leac’h memeus ma oa bet lavaret dezhe : N’oc’h ket va fobl, eno e vezint galvet bugale an Doue beo. (27) Isaias ive a zav he vouez, da lavaret divarben Israel : Ha pa vez an niver euz a vugale Israel ker braz hag hini an treaz euz ar mor, eul loden vihan hep-ken a zilerc’h a vezo salvet. (28) Rag an Aotrou a echuo hag a zivero an affer gant justis ; an Aotrou a rai eun diminu vraz var an douar. (29) Isaias hen devoa lavaret ive araog : Ma n’hen divije Aotrou an armeou lezet ganeomp unan-benag euz bon raç, e vijemp deuet da veza evel Sodom, hag e vijemp bet rentet henvel ouz Gomor.

(30) Petra eta a livirimp-ni ? Penaos ar Jentiled, pere ne glaskent ket ar justis, ho deuz kavet ar justis, da lavaret eo, ar justis a zo dre ar feiz ;