Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/312

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
303
ROMANED, XI.

pere a zo merket evit beza lazet. (37) Er c’hontrol, en holl draou-ze e c’hounezomp ar victoar ha muioc’h c’hoas, dre an hini hen deuz karet ac’hanomp. (38) Rag assur oun penaos, nag ar maro, nag ar vuez, nag an elez, nag ar brinselezou, nag ar puissansou, nag an traou a vreman, nag an traou da zond, (39) nag an huelder, nag an dounder, na crouadur all e-bed, na hello dispartia ac’hanomp euz a garantez Doue, diskouezet en Jesus-Christ hon Aotrou.


CHABISTR XI.


ME a lavar ar wirionez er C’hrist, na lavaran gaou e-bed ; ha va c’houstians a ro testeni d’in dre ar Spered-Santel, (2) penaos em euz eun dristidigez vraz, ha ne baouez ket va c’halon da veza tourmantet. (3) Rag karoud a rajen beza va-unan milliget, pell diouz ar C’hrist, evit va breudeur, va c’herent hervez ar c’hig ; (4) pere a zo Israelited, euz a bere ec’h apparchant an adoption, ar gloar, an alliansou, al lezen, ar servich divin hag ar promessaou ; (5) pere a zo deuet euz a lignez an tadou, hag euz a bere eo ganet, hervez ar c’hig, ar C’hrist, pehini a zo Doue dreist an holl, benniget da virviken. Amen !

(6) N’eo ket m’hen defe ger Doue faziet ; rag ar re holl a zo deuet euz a lignez Israel, n’int ket euz a Israel ; (7) hag evithe da veza lignez Abraham, n’int ket holl he vugale ; mes scrivet eo : En Isaac e vezo eul lignez hag a zougo da hano ; (8) da lavaret eo, n’e ket bugale ar c’hig eo a zo bugale da Zoue ; mes bugale ar bromessa eo ar re a zo countet da veza al lignez. (9) Rag, setu aman geriou ar bromessa : D’ar poent-man ar bloaz e teuin adare, ha Sara he devezo eur mab.

(10) Ha n’eo ket a-walc’h kement-se ; mes gant Bebecca e c’hoarvezaz hement-all, pa he doe concevet daou vab assambles, euz a Isaac, hon tad. (11) Rag ne oant ket ganet c’hoas, ha n’ho doa great na droug na vad, ha koulskoude, evit ma choumje stard ar choaz a Zoue, nann abalamour d’an oeuvrou, mes abalamour d’an hini a c’halv, e oe lavaret dezhi : (12) Ar c’hossa a vezo lakeat dindan ar yaouanka. (13) Evel ma’z eo scrivet : Karet em euz Jacob, mes kas em euz bet euz Esaü.

Petra eta a livirimp-ni ? (14) Ha bez’ a zo injustis en Doue ? E feçon e-bed. (15) Rag lavaret hen deuz da Voises : Me em bezo trugarez euz an hini a behini