Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/311

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
302
ROMANED, VIII.

rez, evit beza el liberte glorius euz a vugale Doue. (22) Rag ni a oar penaos, bete vreman, an holl grouadurien a zo oc’h huanadi assambles, hag a zo assambles en poan ar goentrou ; (23) ha n’e ket ar re-man hep-ken, mes ive ni hon-unan pere hon euz ar c’henta frouez euz ar Spered, huanadi a reomp ive enomp hon-unan, en eur c’hortoz an adoption, ar redemption euz hor c’horf. (24) Rag en esperans eo ez omp salvet. Hogen, pa veler ar pez a esperer, kement-se n’eo ken eun esperans ; rag, penaos ec’h heller esperoud ar pez a veler ? (25) Mes ma c’hesperomp ar pez na velomp ket, ez omp ouz he c’hortoz gant patianted.

(26) Hag ouz-pen-ze ive ar Spered a zicour ac’hanomp en hor sempladureziou ; rag na ouzomp ket petra a dleomp da c’houlen evit pidi evel ma’z eo dleet ; mes ar Spered he-unan a zeu da intercedi evidomp dre huanadou ha na heller ket ho rei da gompren. (27) Koulskoude an hini a vel bete fons ar c’halonou, a oar petra eo karantez ar Spered, pehini a bed hervez Doue evit ar zent.

(28) Hogen, gouzoud a reomp ive penaos pep tra a dro da vad gant ar re a gar Doue, gant ar re a zo galvet hervez he volontez. (29) Rag ar re a zo bet anavezet ganthan a-ziagent, hen deuz ive ho merket a-ziagent, evit beza henvel ouz imach he Vab, evit ma vije he-man ar c’henta-ganet etouez kalz a vreudeur ; (30) Hag ar re a zo bet merket ganthan a-ziagent, ar re-ze hen deuz ive galvet ; hag ar re hen deuz galvet, ar re-ze hen deuz ive justifiet ; hag ar re hen deuz justifiet, ar re-ze hen deuz ive glorifiet.

(31) Petra a livirimp-ni eta var gement-man ? Mar ema Doue evidomp, piou a vezo a-enep deomp ? (32) Hen, pehini n’hen deuz ket espernet he Vab he-unan, mes hen deuz livret anezhan evidomp-ni holl, penaos na roi-hen ket ive deomp pep tra assambles ganthan ? (33) Piou a zavo evit tamal ar re choazet gant Doue ? Doue eo an hini a justifi anezhe. (34) Piou a gondaono anezhe ? Ar C’hrist a zo marvet, hag ouzpen-ze resussitet eo, azezet eo memeus en tu-deo da Zoue, hag intercedi a ra ive evidomp. (35) Piou a zispartio ac’hanomp euz a garantez ar C’hrist ? Pe an affiiction, pe an enkrez, pe ar bersecution, pe an naoun, pe an noazder, pe an danger, pe ar c’hleze ? (36) Evel ma’z eo scrivet : Bemdez ez omp livret d’ar maro abalamour d’id, ha kemeret omp evel denved,