Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/310

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
301
ROMANED, VIII.

justis euz al lezen enomp-ni, pere na valeomp ket hervez ar c’hig, mes hervez ar Spered. (5) Rag ar re a vev hervez ar c’hig, a laka ho c’harantez en traou ar c’hig ; mes ar re a vev hervez ar Spered, a gar an traou euz ar Spered. (6) Rag ar garantez euz ar c’hig eo ar maro ; mes ar garantez euz ar Spered eo ar vuez hag ar peoc’h ; (7) rag ar garantez euz ar c’hig a zo kassoni ouz Doue ; rag ne bleg ket da lezen Doue ; hag evit-gwir na hell ket hen ober. (8) Hogen, ar re a zo er c’hig na hellont ket plijoud da Zoue.

(9) Evidoc’h-choui, n’ez oc’h ket er c’hig, mes er Spered, gant ma vezo Spered Doue o choum enoc’h. Hogen, mar d’euz unan-benag ha n’hen deuz ket Spered ar C’hrist, hennes n’eo ket dezhan. (10) Mes mar ema ar C’hrist enoc’h, ar c’horf evit-gwir a zo maro abalamour d’ar pec’hed, mes ar spered a zo beo abalamour d’ar justis. (11) Ha mar ema Spered an hini hen deuz savet Jesus a-douez ar re varo o choum enoc’h, an hini hen deuz savet ar C’hrist a-douez ar re varo a rento ive ar vuez d’ho corfou marvel, dre he Spered, pehini a choum enoc’h.

(12) Evel-se eta, breudeur, n’omp ket dleourien d’ar c’hig, evit beva hervez ar c’hig. (13) Rag, mar bevit hervez ar c’hig, e varvfot ; mes mar lakit, dre ar Spered, oberou ar c’horf da vervel, c’houi a vevo. (14) Rag ar re holl a zo cunduet gant Spered Doue, a zo bugale da Zoue.

(15) Rag n’hoch euz ket recevet eur spered a esclavach, evit kaoud aoun c’hoas ; mes recevet hoc’h euz eur Spered a adoption, dre behini e criomp : Abba, Tad. (16) Rag ar Spered he-unan a rent testeni d’hor spered-ni, penaos ez omp bugale da Zoue. 17) Ha mar d’omp bugale, ez omp ive heritourien ; heritourien da Zoue, ha kenheritourien gant ar C’hrist ; gant ma teuimp da c’houzanv koulskoude assambles ganthan, evit ma vezimp ive glorifiet assambles ganthan.

(18) Rag me a gav d’in penaos souffransou an amzer prezant-man n’int netra e-kichen ar gloar da zond, a dle beza diskouezet enomp-ni. (19) Rag an holl grouadurien a zo o c’hortoz, gant eun hast braz, ma vezo diskouezet bugale Doue, (20) (rag n’e ket dre ho bolontez ho-unan eo ar grouadurien lakeat da blega d’ar vanite, mes abalamour d’an Hini hen deuz ho lakeat da blega,) (21) en esperans ma vezint delivret ive euz a esclavach ar vreinadu-