Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/315

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
306
ROMANED, XI.

treid ar re a zigas ar c’helou mad euz ar peoc’h, ar re a annons traou mad ! (16) Mes n’ho deuz ket sentet holl ouz an Aviel ; rag Izaias a lavar : Aotrou, piou hen deuz credet d’ar pez hon euz-ni prezeget ?

(17) Evel-se eta, ar feiz a zeu euz ar pez a glever, hag ar pez a glever, a zeu euz a c’her Doue. (18) Mes me her goulen, ha n’ho deuz-hi ket her c’hlevet ? Eo zur, ho mouez a zo eat dre ar bed holl, hag ho c’homzou beteg ar pennou pella euz ar bed. (19) Me her goulen c’hoas : Daoust hag Israel n’hen deuz ket bet a anaoudegez euz ar ger-ze ? Da genta Moises a lavar : Me a lakai ar jalouzi da zevel enoc’h dre eur bobl ha n’eo ket va fobl ; lakaad a rin droug da zevel enoc’h dre eur bobl dibourvez a skiant. (20) Hag Isaias hen deuz an hardiegez da lavaret : Kavet oun bet gant ar re na glaskent ket ac’hanoun, anavezet oun bet gant ar re na c’houlennent ket divar va fen. Mes divarben Israel, e lavar : A-hed an deiz em euz astennet va daouarn var-zu eur bobl pehini a stourm ha na zent ket.


CHABISTR XI.


GOULEN a ran eta : Daoust ha Doue hen deuz taolet he bobl diouthan ? Pell a ze ; rag me va-unan a zo euz a Israel, euz a lignez Abraham, euz a dribu Benjamin. (2) Doue n’hen deuz ket taolet diouthan he bobl pehini hen deuz anavezet a-ziagent. Ha na ouzoc’h-hu ket petra a lavar ar Scritur divarben Elias, penaos e reaz klem ouz Doue a-enep Israel, en eur lavaret : (3) Aotrou, lazet ho deuz da brofeted, ha diskaret ho deuz da aoteriou ; ha me a zo choumet va-unan, hag emaint o klask lemmel va buez diganen. (4) Mes pe seurt respont a reaz Doue dezhan ? Miret em euz evidoun va-unan seiz mil den, pere n’ho deuz ket pleget ho glin dirag Bahal. (5) Beza ez euz eta ive en amzer-man eur rum tud hag a zo bet miret, hervez ar choaz euz he c’hras. (6) Hogen mar d’eo dre ar c’hras int bet choazet, n’eo ket mui dre an oberou ; anez ar c’hras ne vije mui eur c’hras ; a-hend-all, mar d’eo dre an oberou, neuze n’eo mui dre ar c’hras ; anez an oberou ne vijent mui oberou. Petra eta ? (7) Israel n’hen deuz ket kavet ar pez a glaske, mes ar re choazet ho deuz hen kavet, hag ar re all a zo bet kaledet, (8) hervez ma’z eo scrivet : Doue hen deuz roet dezhe eur spered a bounner-gousk, daou-lagad ha na