Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/31

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
22
SANT VAZE, XII.

gouzout penaos e rajent da goll anezhan.

(15) Mes Jesus, o c’houzout kement-se, a ieaz kuit ac’hane ; ha kalz a dud a ieaz var he lerc’h, hag hen ho iac’heaz holl. (16) Hag e tifennaz stard outhe na zisclerjent ket anezhan ; (17) en hevelep doare ma oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret dre ar profet Izaias, en eur lavaret : (18) Setu va zervicher pehini em euz choazet, va muia-karet e pehini hen deuz va ene kemeret plijadur ; lakaad a rin va Spered varnezhan, hag ec’h annonso ar justis d’an nationou ; (19) na stourmo ket, ha na grio ket, ha den na glevo he vouez er ruiou ; (20) na doro ket ar gorzen flastret, ha na vougo ket ar vouchen a zo c’hoas o tivogeda ken hen devezo lakeat ar justis da veza treac’h ; (21) hag an nationou a espero en he hano.

(22) Neuze e oe digasset da Jesus eun den dall ha mud, dalc’het gant eun drouk-spered, hag hen a iac’heaz anezhan, en hevelep doare ma komze ha ma vele an den a oa bet dall ha mud. (23) An holl bobl a oe souezet braz, hag e lavarent : Ha n’eo ket he-man mab David (24) (24) Mes ar Farizianed, pa glevjont kement-se, a lavaraz : He-man na gas kuit an drouk-sperejou nemed dre Veelzebul, prins an drouk-sperejou.

(25) Mes Jesus, oc’h anaoud ho zonjezonou, a lavaraz dezhe : Pep rouantelez diviset a-enep dezhi he-unan a deuio da veza dezert ; ha pep kear pe di diviset a-enep dezhan he-unan, na joumo ket en he za. (26) Mar deu Satan da gas kuit Satan, beza eman diviset a-enep dezhan he-unan ; penaos eta e choumo he rouantelez en he za! (27) Ha mar kassan kuit an drouk-sperejou dre Beelzebul, dre biou e kas ho pugale anezhe kuit ? Rag-se e vezint ho-unan ho parnerien. (28) Mes mar d’eo dre Spered Doue e kassan kuit an drouk-sperejou, neuze rouantelez Doue a zo deuet beteg enoc’h. (29) Pe penaos ec’h hell unan-benag antren e ti eun den krenv, ha pillia he vadou, nemed da genta hen defe ereet an den krenv ? neuze e c’halfe pillia he di. (30) An nep n’eman ket ganen, a zo a-enep d’in, hag an nep na zastum ket assambles ganen, a sklabez.

(31) Abalamour da ze hen lavaran deoc’h, pep pec’hed ha pep gwall-gomz a vezo pardonet d’an dud ; mes ar gwall-gomz a-enep ar Spered na vezo ket pardonet dezhe. (32) Ha piou-benag hen devezo