(27) Pep tra a zo bet roet d’in gant va Zad ; ha den na anao ar Mab nemed an Tad ; ha den na anao an Tad nemed ar Mab, hag an hini da behini e vezo bet plijet gant ar Mab hen rei da anaoud
(28) Deut d’am c’havout, c’houi holl pere a zo skuiz ha bec’hiet, ha me ho soulajo. (29) Kemerit va ieô varnoc’h, ha deskit ganen, rag me a zo dous, hag humbl a galon, hag e kevfot ar repos d’hoc’h eneou ; (30) rag va ieô a zo eazet, ha va beac’h a zo skanv.
N amzer-ze Jesus a dremene adreuz an ed en deiz ar sabbat ; hag he ziskibien, o veza m’ho devoa naoun, en em lekeaz da denna pennou ed ha d’ho dibri. (2) Ar Farizianed, o velet kement-se, a lavaraz dezhan : Setu da ziskibien oc’h ober ar pez n’eo ket permetet da ober da zeiz ar sabbat. (3) Mes hen a lavaraz dezhe : N’hoc’h euz-hu ket lennet ar pez a reaz David, pa hen doe naoun, hen hag ar re a oa assambles ganthan, (4) penaos ec’h antreaz en ti Doue, hag e tebraz ar baraou consacret da Zoue, pere ne oa permetet ho dibri, na dezhan, na d’ar re a oa ganthan, nemed d’ar veleien hepken ? (5) Pe c’hoas, n’hoc’h euz-hu ket lennet el lezen, penaos en deiziou ar sabbat, ar veleien a dor ar sabbat, en templ, hag a choum koulskoude divlam ? (6) Mes, hen lavaret a ran deoc’h, beza ez euz aman unan hag a zo brassoc’h eged an templ. (7) Ma ouefac’h petra a zinifi ar gomz-man : Mizericord a fell d’in, ha n’eo ket sacrifis, n’ho pije ket condaonet ar re n’int ket coupabl. (8) Rag Mab an den a zo mestr memeus var ar sabbat.
(9) O veza eat kuit ac’hane, e teuaz en ho zinagog. (10) Ha setu e oa eno eun den pehini hen doa eun dorn dizec’het ; hag e c’houlenjont diganthan, evit gallout hen tamal : Ha permetet eo iac’haad en deiziou ar sabbat ? (11) Hag hen a lavaraz dezhe : Pehini ac’hanoc’h-hu, hag hen deuz eun danvad, ha mar deu da gweza en eur poull en deiz ar sabbat, na grog ket enhan, ha n’her sav ket er meaz ? (12) Na pegement mui e talv eun den eged eun danvad ? Permetet eo eta ober vad en deiziou ar sabbat. (13) Neuze e lavaraz d’an den : Astenn da zorn. Hag hen he astennaz, hag e teuaz iac’h evel egile. (14) Var gement-man ar Farizianed, o veza eat er meaz, en em guzuliaz evit